[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Te

Eus Wikipedia

Ur vodenn-de
Ar blantenn de

Te a reer eus ur blantenn, Camellia sinensis he anv skiantel, hag eus an died a farder diwarni dre c'hlechiañ delioù ha broñsoù ar vodenn-de.

Aozañ an delioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozet e vez an delioù dre o lakaat da c'hoiñ a-raok o lezel da sec'hañ. Kustum eur da frondiñ an te gant temzoù, bleuñv pe frouezh a bep seurt. Pevar stumm te a zo : an te du, an te oolong, an te gwenn hag an te glas.

Kafein ha teofilin zo ennañ hag unan eus an diedoù evet ar muiañ eo, pa voe kenderc'het 3 200 000 tonenn e 2004 en India dreist-holl hag e Sina, Sri Lanka, Kenya.

Ar ger te a vez graet gantañ ivez da envel diedoù damheñvel ouzh an te nemet n'int ket graet gant an hevelep plant, evel ar mate pe an te ruz.

Daou zistagadur zo d'al lizherenn sinaek hervez ar rannyezhoù. Diwar an eil pe egile anezhe e teu ar ger a dalv te en hogozik an holl yezhoù.

Ur blantadeg-te en India
Broiù o kenderc'hel te

Ar vodenn-de a gresk e rannvroioù torgennek gant hañvezhioù tomm ha gleb ha goañvezhioù yen ha sec'h.
Gwechall gozh e veze kavet en tuchennoù war-dro an Himalaya. Bremañ e vez gounezet e kalz broioù trovanel pe dindantrovanel. E rannvroioù trovanel e kresk gwelloc'h en uheldirioù.

Setu ar broioù pennañ ma vez gounezet te :

En Unvaniezh Europa ne vez gounezet te nemet en Asorez, e Kernev-Veur, en Tregothnan Estate, ma vez gounezet te du ha glas.

Gouennoù te

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir louzaouenn disheñvel zo dindan an anv te:

  • Camellia Sinensis Sinensis, dezhi deil bihan ha dilufr. Derc'hel a ra mat a-walc'h ouzh ar yenijenn hag ar sec'hor.
  • Camellia Sinensis Assamica pe Camellia Assamica, a c'hell kreskiñ betek 15 metr, dezhi deil bras ha skedus. He c'havout a reer e broioù ar monsonoù.
  • Camellia Sinensis Cambodiensis pe Camellia Assamica Lasiocalyx a c'hell kreskiñ betek 10 metr, hag a vez implijet dreist holl da hironiñ.

Plantadegoù te

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gounezet e vez ar bodennoù-te e plantadegoù anvet gardens (liorzhoù) pe estates. Tizhout a c'hellont 1000 kantar hag un anv ispisial a zo gant pep hini. Dindan o anv o-unan e vez gwerzhet frouezh ar re vrudetañ anezho, evel Margaret's Hope e Darjeeling, pe Bamonpookri en Assam. Ar re arall a vez implijet d'ober meskajoù anvet blend.

Gant maouezed e vez dastumet deil te, estreget en Afrika. E kalz broioù e vez graet gant an dorn c'hoazh, daoust ma'z eo bet ardivinkaet e Japan pe e Jeorjia. Pouezus tre eo an doare da zastum evit mirout perzhioù an te rak an delioù gwellañ eo ivez ar re yaouankañ hag ar re vihanañ. Dibab a ranker da ober etre perzh ha kementad.

Aozerezh ha renkadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Te Pu erh

Bez ez eus pevar stumm te, diforc'het dre o prienterezh. Ma n'int ket sec'het buan goude o tastumadeg e weñv deil Camellia Sinensis. An ampez a ya da sukr, ar c'hlorofil a zo distrujet ha duañ a ra an deil. Ar fiñvadenn na c'heller harzañ nemet en ur dommañ an deil da lemel an dour a zo enne. Ar poent ma vez graet a ziforc'h ar stummoù lies de.

Gant delioù yaouank ha ne oant ket bet goet e vez graet an te gwenn. Gallout a reer goleiñ ar broñs d'ampech furmidigezh klorofil. Brudet tre e Sina ma vez kaeroc'h eget darn vrasañ anteoù arall, eo-eñv nebeutoc'h anavezet e Europa hag e Amerika

Harzet e vez ar c'hoidigezh goude unan pe daou zeiz, gant aezhenn e Japan hag dre poazhañ an deilioù en ur baelon e Sina.

Harzet e vez ar c'hoidigezh goude daou pe tri deiz.

An te boutinañ eo. Graet e vez dre aotren an deilioù da beurc'hoiñ. Anvet e vez te ruz e Sina.

Un te peurc'hoet e ar Pu erh. Ur blaz douarel a zo gantañ ha gallout a reer e virout e-pad dekvloaziadoù.

Gallout a reer an te melen un te mat tre e berzh prientet en un doare ispisial evit an impalaer, pe un doare te glas sec'het goustadigoc'h.

Anvet ivez te goañv, ar c'h-Kukicha a vez graet gant broñs ha skourroù kozh dastumet e-pad ar goañv ha rostet a-us un tan. E Japan dreist holl e vez evet.

Un te glas mesket gant riz rostet eo ar Gemaicha.

Alies e vez mesket an te du pe gla gant bleuñv e bro-Sina. An hini brudetañ a zo an H­eung Pín 香 花, un te glas pe oolong mesket gant Jasmin.

Meskajoù ha frondoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An te gwerzhet e seierigoù a deu eus meskajoù, pe blends. An te a c'heller meskiñ er vro ma vez gounezet, met un dra ordinal eo meskañ te liesseurt, eus meur a orin.

Pezh a glasker ober gant ar meskañ eo

  • krouiñ ur saour stabil d'an everien da gaout o c'hont,
  • kinnig un te gwelloc'h marc'had, hep koll ar blaz.

Alies e vez mesket te gant frondoù, da skouer ar vent e broioù arab pe ar suraval e Europa.

Aozadur an te

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enderc'hel a ra an te meur a broduioù oberus:

Te e Sina

Lec'h-orin an te a zo en ur ranvro venezek a endalc'h kreisteiz ha reter Sina, Myanmar an hanternoz hag Asam. Kreskiñ a ra en un doare naturel Camellia Sinensis Sinensis e reter bro-Sina ha Camellia Sinensi Assamica e Yunnan, Myanmar an hanternoz hag Asam.

Moujennoù krouidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Sinaiz e voe ijinet gant Shennong, un impalaer mojennel tra m'edo o veajiñ. Dre ma oa un den a boell e ouie e ranked birviñ an dour a-raok hen evañ. Un deiz e verzas e oa kouezhet un nebeud delioù te en dour a oa o virviñ. Blasaat an evaj a reas an impalaer ha dezhañ e plijas e dañva. Hervez ur vojenn arall e voe dizoloet an te gant ur manac'h boudaat Bodhidharma, diazezer ar skol Chan. O veajiñ war-du Sina edo-eñv. Droug ennañ peogwir e oa manet kousket e-pad ur brederiadenn, e troc'has kuit e valvennoù. Ur vodenn-de a ziwanas e lec'h ma oant kouezhet.

Delwenn Lu Yu e Xi'an.

Disklaer eo orin an te e Sina met ur perzh pouezus en doa c'hoariet e sevenadur Sina abaoe milvedoù. Seblantout a ra e oa tavouldekaet evel ul louzoù pe un atiz. E rol pennañ e oa e-pad an renziad Han ha ne oa nemet e-pad an renziad Tang (618 - 907) e oa evet evit ar plijadur.

Al levr klasikel kentañ diwar-benn an te a zo Cha Jing (茶经) gant Lu Yu (陆羽) (729-804). Hervezañ e oa boutin evañ te war-dro 760. Livañ a ra al levr penaos e veze gounezet ha prientet. D'an amzer-hont e raed kouignoù gant delioù te. Da brientiñ an evaj e valed anezho kent skuilhañ dour tomm warno. O birviñ e chaodouronioù a c'helled ivez.

Un doare te mac'het, te gwenn e anv, a veze graet adal ar renziad Tang. An te ispisial-mañ a oa dastumet abred en nevezamzer.

Ar poultr-te hag ar brientadenn gant an aezhenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar renziad Song (960-1279) e kemmas kenderc'h ha prientadur an te. Gwelloc'h e plije d'al lez teoù graet gant deilioù klok met un doare nevez poultr-te a yeas da vrudet. Aezhenet buan tre e veze an deil da wareziñ o blaz hag o liv. Sec'het ha malet e vezent goude an aezhenadur. Ar poultr a c'hounezed en doare-mañ a skuilhed dour gor warnañ. An evaj optenet a veze brudet kenañ abalamour d'e liv gwenn pe c'hlas-emrodez. Ur perzh pouezhus a c'hoarie an te e kevredigezh uhel marevezh Song ar C'hreisteiz (12th to 13th centuries). Uhelidi ha tud e karg a veze oc'h evañ en ur lennañ, skrivañ pe breutaat diwar-benn politikerezh pe brederouriezh.

Ijinet gant ar Songed un doare ispisial da servij an te gant podoù-douar ha poultr-te. Lid Song an Te e oa anvet ha enbroet e oa bet gant menec'h voudaat e Japan. Daoust ma oa bet dilezet gant ar siniz ez eas an doare Song da servij an te un darn bouezhus eus ar sevenadur japanat a-vremañ. Gwenn te a veze talvoudekaet, dreist holl. An doareoù brudetañ a oa "Diwan Palez Maen-Jad" pe "Diwan Dour Sidan-arc'hant".

An te rostet ha birvet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rosterezh an te

En trizekvet kantvet e teskas ar siniz un doare nevez da brientiñ an te. An deilioù a veze aezhenet a-raok a voe rostet en ur baelon vras. Ar poultr-te a voe dilezet, estreget e Japan ma virjod ar giz kozh, ha ne voe mui graet an te nemet gant deilioù klok. E 1391 e tekredas ar Vinged ne vefe degemeret nemet teoù klok o deil evel un truaj.

Te oolong

E kreisteiz Sina e voe ijinet ar c'hoidigezh er XVIIvet kantved. Sec'het er maez e veze an deil ha lezet da c'hoiñ e-pad un nebeud devezhioù. Gant an teknik-mañ e teuas kalz doareoù te nevez evel an oolong, an te du pe ar pu erh

N'anavezer ket pegoulz an te a vo embroet e Korea met e gavout a ra evit ar wech kentañ e livadur un aberzh graet e 661 da spered ar roue Suro, diazezer ar rouantelezh Geumgwan Gaya. E-pad ar renziad Goryeo (918-1392) e raed ofrantoù te e idoldioù boudaat da sprededoù ar menec'h marv. Betek ar renziad Joseon e eve anezhañ ar familh roueel hag an uhelidi dreist holl. E penn ar maread hepken e tremenas d'ar werin. D'an derou e eve ar goreiz un doare te mac'het heñvel met gant donedigeh ar voudaegezh e perc'hennjont teoù glas evel ar "chaksol" or "chugno"

Ti-te e Japan

Embroadur ha derou gounezerezh an te

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar meneg kentañ eus an te glas a gaver en un destenn skrivet gant ur manac'h boudaat en navet kantved. Embroet e voe an te e Japan gant beleien a oa bet kaset e Sina da studiañ he sevenadur. D'un evaj boutin e-touez ar renkad relijiel ez eas buan. Krediñ a reer e voe degaset greun te da Japan evit ar wech gentañ gant ur beleg, Saicho e anv, e 805. E-pad ren an impalaer Saga (嵯峨天皇, Saga tennō) (809 - 823) ez eas d'un evaj boutin el lez ha kregiñ a reer d'e c'hounid en un doare bras.

Kissa Yokoji - Levr an Te

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1191 e tougas greun te ar beleg zen Eisai (1141-1215) da Gyoto. Eñv a skrivas al levr kentañ a-zivout an te e Japan - ar c'hKissa Yokoji (Penaos chom yac'h dre evañ te) - e 1211 goude e eil beaj da Sina. Enni e veulas perzhioù mezegel an te a displegañ a rae penaos e c'hounid hag e brientiñ. Eisa a gendrec'has ar renkad brezelel da evañ te ivez.Klevet en-deus e lonke ar Chogun Minamoto no Sanetomo pep noz. E 1214 e kinnigas-eñv dezhañ ul levr eñ-deus skrivet en un doare ispisial evitañ. Enna e veulas perzhioù an te. Goude se ez eas da voutin evit uhelidi Japan da evañ te. Kreskiñ a ra kalz kenderc'h, zoken ma ne oa ket talvoudekaet kalz gant ar werin.

Embroadur an te rostet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz eskemmoù a oa, en XIIIvet Kantved, etre renziad Song ar C'hreisteiz ha Japan ha rosterezh a te a oa embroet e enez Kyushu. Darn vrasañ an uhelidi japanat a chomas feal d'an te glas mod kozh.

Ganedigez sevenadur Japanat a te

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lid an te e Japan

Da voutin ez eas boaz sinat da lennañ, skrivañ, livañ ha breutaat en ur evañ te e touez uhelidi japanat. Ijinet e-pad kantvedoù gant menec'h zen, Sen-no Rikyu (1522-1591) an hini pennañ, e voe lid te a-vremañ. Ur perzh bras a c'hoarie e diplomatiezh hag ur boaz e veze evit pennoù klan da varc'hata e frammadur lid an te. Goustadik e dremenas kustum an uhelidi dar werin ha da evaj pennañ tout an dud er vro ez eas an te.

Ardivinkoù da rolliñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar marevezh Meiji(1868-1912), e voe enbroet e Japan ardivinkoù da rolliñ an te. Da kalz aesoc'h e lakajont prientadur an te.

D'un evaj bedel ez a an te

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ger ebet a-zivout an te ez eus e levr Marko Polo ha krediñ a reer e voent ar jezuited an Europiz kentañ o tizoloiñ an te. Posupl eo e voent marc'hadourien bortugalat o weladenniñ Japan. Emporzhiet e voe an te evit ar wech kentañ e Rusia pa ginnigas un tammig un impalaer Ming d'ar tsar Mic'hail I e 1618.

Da boutin ez eas an te buan e-touez uhelidi e Europa, dreist hol en Izelvroioù, e Frañs. E bro-Saoz e voe enbroet e 1650 gant Katerin eus Braganza, gwreg Karl II bro-Saoz ha priñsez bortugat.

Da respond d'ar goulenn, hag a groue un divigad kenwerzhel ment gant Sina, a vroudas bro-Saoz da c'hounid te e Sri-Lanka hag e kreisteiz bro India. O broudañ a reas da emporzhiañ opiom e Sina da vihanaat an divigad. Abeg ar Brezel Kentañ an Opiom a oa.

Prientadur an te

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An doare gwellañ da brientiñ te a zo da lakaat deil en ur pod-te be en ur voul-te. Gant ur sac'hig a c'heller ober ivez, zoken ma ne blij ket an doare-se d'an anavezourien.

E Sina e c'helchier an te meur a wech. Ar re re wellañ a vez kavet an trede, ar pevarvet hag ar pempvet, daoust ma c'hell en dra-mañ kemm hervez an doare te. Hervez an doare te e vari ar gwrezder gwellañ ivez. War-dro 80 °Ceo evit teoù nann-goiet evel an teoù glas pe wenn. Evit an teoù du ez eo gwelloc'h d'ober gant un dour gorroc'h, war-dro 100 °C.

Un tasad te du.

Estreget evit doareoù milzinañ e tlefe bezañ war dro-100 °C gwrezder an dour a skuilher war an te du. An dra-mañ en-do un efed bras war ar tañva hag ober gant un dour re yen frond an te. Evel ma ya da izeloc'h grwezder birvadenn an dour gant uhelder, e laka da ziaes an dra-mañ da brientiñ un te du mat e rannvroioù menezek. Aliañ a reer da dommañ ar pod-te kent skuilhañ an dour. Ne c'hellfe padañ muioc'h eget pemp munutenn ar c'helc'hiadenn. Goude-se e tremen al liz en dour ha stourm a ra ouzh efed an deofilin. Nebeutoc'h efedus ma fell deoc'h chom digousk an te "skañv" eget an te "kreñv".

Gant an te glas ne zlefe mont a-us da 80 °C. Seul yenoc'h e tlefe bezañ ez eo mat perzh an te. Evit ar gyokuro e vo klouar kentoc'h eget tomm (war dro 60 °C). Ur gwrezder uheloc'h a zevo a deil, ar pezh a vo abeg d'ur blaz c'hwerv. Ar pod-te ha c'hellfed tommañ kent skuilhañ an dour evit ma ne yenaat re vuan an te.

War dro 90 °C e tlefe bezañ an dour evit an teoù oolong hag ar pod-te a dlefed tommañ kent skuilhañ an dour ivez. Gant un dour melar e vezer oc'h aliañ d'ober, rak gwellaat an tanva a ra an dra-mañ.

Teoù milzin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud teoù - dreist holl teoù glaz ha an darjeelingoù gwellañ - a vez glec'hiet e-pad un amzer verr tre, nebeutoc'h eget 30 segondenn.

En ur pod-te e gwer pe e douar e tlfefed servij an te rak ar metal a brienn ar blaz. Dizalian a reer da dabac'hat an te tra m'emañ o c'helc'hiañ. Ne lakaio ar c'helc'hiadenn da vuanoc'h met risklan a ra da frankizañ al liz. Evit an hevelep abeg ne waskor ket an sac'hig te. Ma fell deoc'h un te kreñvoc'h e lakaior ur sac'hig pe un nebeud deil ouzhpenn.

Traoù ouzhpenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an te e ouzhpenner alies sukr, laezh, sitron ha koñfitur. Dialiet e vez d'ouzhpennañ dienn rak priennañ a ra blaz an te, estreget evit meskajoù kreñv tre evel an East Friesian. Laezh, er c'hontrol, a sparl al liz ha lakat a ra an trenkder da vihanoc'h. Pa vesker te ha laezh e alier da skuilhañ an te el laezh kentoc'h eget ar c'hontrol, rak da vihanoc'h e laka a riskl da goailhañ an laezh.

E broioù yen evel Mongolia pe Tibet e ouzhpenner amann d'an te.

Diskouezadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Seierigoù te

Deil te a lakaer en un sac'hig paper pe gwiadenn. Un doare pratik d'ober an te eo met ne blij ket d'ar garourien, rak poultr-te a vez kavet e darn vrasañ ar seierigoù, ar pezh a falla ar blaz. Ouzhpenn-se en em vesk blaz ar paper gant hini an te.

Koll a ra deil te e seierigoù o blaz buanoc'h ivez, o vezañ bihanoc'h

Deilioù te

E boestadoù pe sac'hadoù e vez gwerzhet deil te. Rannadoù a zleer muzuliañ a-raok prientiñ an te, ar pezh a aotre ur wevnded vrasoc'h met a laka ar fazioù da aesoc'h ivez. Gallout a reer kavout podoù-te gant siloù, seier-te (heñvel a-walc'h ouzh ar re graet ganto evit ar c'hafe, ha bouloù-te da virout an deil d'en em vesk gant dourenn. Gallout a reer ivez ober gant un pod-te sinaat ispisial anvet ar gaiwan a zo ijinet e c'houlc'her evit da zalc'hen an delioù.

Doareoù te zo a vez mac'het c'hoazh rak e verniañ pelloc'h e c'heller. Ar Pu-Erh a vez mac'het alies hag an delioù a vez distaget gant ur ganived.

En Izelvroioù e voe bet ijinet an bizhier-te er bloavezhioù 1990 gant un embregerezh Venezia Trading e anv. Hervezañ e c'hellont erlec'hiañ ar seierigoù. N'int ket aet de voutin tre, avat.

Er bloavezhioù 1930 e voe ijinet an te da aozañ prim met ne voe ket gwerzhet a-raok ar bloavezhioù 50 ha n'eo ket gwall voutin er-maez eus Amerika c'hoazh. Blaz frouezh pe vanilha a vez taolet warnañ alies, ha poultr-laezh zoken a-wechoù.