Milskoulm
Neuz
Anv galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renouée des Oiseaux, Herbe aux Cents Noeux
Anv Latin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Polygonum aviculare
Uhelder
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]0,10 - 0,20 m
Bleunienn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwenn, dister, adalek miz Mae betek miz Here
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez an aliesañ e fraostoù, trevadoù, douar kouchet techet da vezañ aloubus. Al laboused a ra o mad deus ar greun. Niverus eo eo skoulmoù koeñvet ar c’horzennoù, alese e anv.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet e voe e Henamzer evit pareañ ouzh an droug-skevent. Troazhus, startaus, implijet eo ivez a-enep d’ar c’holl-gwad, d’ar foerell, d’ar remm, d’ar gwentl hag evel louzoù preñved.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ya ! Sizhuniek nn 557 - 12 a viz C'hwevrer 2016 pennad gant Joseph Tanguy