[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Cottbus

Eus Wikipedia
Ar marc'hallac'h, e Cottbus

Cottbus (Chóśebuz pe Choćebuz e sorabeg) zo ur gêr e stad Brandenburg, e reter Alamagn. Emañ war lez ar stêr Spree. Enni ez eus ouzhpenn 100 000 annezad (102 091 e dibenn 2010). Ur skol-veur zo e Cottbus.

Annezet eo al lec'h abaoe an Xvet kantved, abaoe ar mare ma voe savet ur c'hastell gant Sorabed war un enezennig e-kreiz ar stêr Spree. En XIIIvet kantved e erruas alamanegerien en tolead d'ober o annez. E 1462 e voe staget ouzh Margraviezh Brandenburg hag e 1701 ouzh Rouantelezh Prusia. Ar vro tro-dro, a oa e Rouantelezh Saks betek neuze, a voe lezet gant Prusia ivez e 1815.

Unan eus kêrioù-penn ar Sorabed eo Cottbus, gant Bautzen. Ur skol eil derez e sorabeg zo hag e-leizh a banelloù sorabek a weler e kêr, daoust ma ne glever ket kalz tud o komz ar yezh.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.