[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Trier

Eus Wikipedia
Trier

Ur gêr eus kornog Alamagn eo Trier ( Augusta Treverorum e latin, Trêves e galleg), e Rheinland-Pfalz, war ar stêr Mosella

Trier emañ war ar stêr Mosella, war an hent roman eus Metz da vMainz.

Stummoù skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù Trier
  • (in Treveris) Augusta (Pomponius Mela, III, 20)
  • Augusta Treverorum (enskriv. fin kantved Iñ)
  • Colonia Trevirorum (Tacitus, Hist. IV, 62, 72; enskrivadurioù)
  • Colonia Augusta Treverorum (IIt ktvd)
  • Treveri (Codex Theodosius.; Ammianus Marcellinus; Symmacus, hag all)
  • Treveris (Polemius Silvius, Hydacius, Sokrates, Sozomenus, hag all)
  • Urbs Treverica, Treverus (Gregor a Dours)
  • Treveris Civitas, Treverus Civetas (pezhioù moneiz)

Dont a ra an anv Trier eus anv ar bobl c'halian Treveri. Augusta a dalv kement hag Impalaer.

Skoed Trier a zo da lenn evel-henn ː "en gul, e Sant-Pêr en aour, o zougenn ul levr en gul, ha rod-heoliek en argant"

Trier e oa oppidum an d-Treveri.

War a seblant e oa bet ur c'hamp roman war an uhelenn Petrisberg, war-dro 30-29 kent J.-K[1].

Tabut zo bet evit gouzout de betore mare e oa bet savet ur gwir kêr eno. Darn o deus soñjet e oa da vare Aogust, darn all da vare Klaod. Mes, dre ma ouzer e oa bet diskaret gwez diazez ar pont war-dro 18 pe 17 goude J.-K.,[2], sklaer eo e oa da vare Tiber (impalaer eus 14 da 37)

Trier zo bet savet da gêr-benn Belgica Iañ.

Porta Nigra; gweled diabarzh

Penngarter evit ar C'hornog. Anavezet e oa evel Roma an Hanternoz.

Stal-labour binvioù-brezel, arsanailh, ostel ar moneiz, ...

En em roet da Vaksim (Macsen Wledig) e 383.

Barnet eo oa Pricillianus hag e vignoned d'ar marv war-dro 385, en desped m'en devoa goulennet truez gant an eskob sant Marzhin Vaximus.

Adkemeret e 388 gant Arbogast, evit kont Teodoz Iañ. Viktor, mab yaouank Maximus, oadet war-dro seizh vloaz nemetken, e voe laket d'ar marv war un dro.

Trier zo bet gwastet ouzhpenn pemp gwech adalek marv Valentinian Iañ.

Kouezhet etre daouarn ar Franked. Bet goude se eus bro Austrasia, impalaerezh Lothair, rouantelezh Lotharingen, rouantelezh Germania

Porta Nigra; gwelet diavez

Monumantoù roman

  • ur forum (248m x 140m)
  • ur penniliz
  • ur c'helc'hva
  • un templ gouestlet da Mars Victor, war an uhel Herrenbrünnchen, ouzh reter; unan all da Asclepios, e-kichen ar pont
  • an nor anvet Porta Nigra
  • ur pont
  • kibelldioù

Monumantoù all ː

  • Iliz-Veur (e-lec'h e vefe miret sae J.-K.)[3]
  • Ausonius
  • Maksim, impalaer Magnus Clemens Maximus Augustus, eus 383 da 388
  • Flavius Viktor, mab Maksim, savet da gentañ da gkaezar (eil impalaer), savet da aogust (impalaer) e 387; bet lazhet, bugel c'hoaz (7 bloaz ?) gant Arbogast, evit kont Teodoz Iñ.
  • Paulinus a dTrier, eskob ha sant er IVe kantved.
  • Lars von Trier (ganet e 1956), filmaozer danat.

Lervlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Nancy Gauthier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. I. Province ecclésiastique de Trèves (Belgica Prima). De Boccard. 1986
  • Albert Grenier : Quatre villes romaines de Rhénanie : Trèves, Mayence, Bonn, Cologne. Auguste Picard Editeur. Paris? 1925

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. cf Nancy Gauthier, p. 18
  2. cf. Nancy Gauthier, p. 19
  3. cf. M.-N Bouillet