[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Er yezhoniezh e vez implijet an termen linkus (saoz.: liquid consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar c'hensonennoù dre dostaat na vezont ket renket e rummad an hantervogalennoù dre ma ne glotont gant vogalenn ebet, evel da skouer an doare ma klot an hantervogalenn [j] (skrivet <y> hervez reizhskrivadur ar brezhoneg gant ar vogalenn [i] pe [w] gant [u] (skrivet <u> e brezhoneg).

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Isrannet e vez ar c'hensonennoù linkus e daou isrummad:

A-wezhoùigoù e vez renket ivez e-touez ar c'hensonennoù linkus ar c'hensonennoù dre serriñ a-gostez kavet dreist-holl e yezhoù Norzhamerika, d.s. ar gensonenn kevig dre daravat a-gostez divouezh ha mouezhiet [ɬ] ha [ɮ], hag ar c'hensonennoù kevig dre fic'hal a-gostez divouezh ha mouezhiet [tɬ] ha [dɮ] hag ivez ar gensonenn dre strakal [tɬ'] daoust ha ma n'eo ket ket uhel o live son evit hini ar c'hensonnenoù linkus rik all. Ouzhpenn-se n'haller ket bezañ implijet ar c'hensonennoù a-gostez dre serriñ evel ma implijer ar c'hensonneoù linkus rik, da skouer ne dalvezont morse da gensonennoù silabennek er yezhoù ma reer gante.

Ober a ra an darn vrasañ eus yezhoù ar bed gant div gensonenn linkus dre-vras evel fonemennnoù enebet an eil ouzh eben. Gant yezhoù all avat e reer gant unan nemetken, da skouer e japaneg, hag e meur a yezh all komzet dre ar bed e kaver muioc'h a gensonennoù linkus disheñvel-tre o doare hag o lec'h distagañ resis.

  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelet ivez:

kemmañ