[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Ar yezh japanek pouezusañ eo ar japaneg (japaneg 日本語, Nihongo), komzet evel yezh kentañ gant 128 milion a dud e Japan, Hawaii, Brazil, Guam, Palau ha Taiwan. An 9vet yezh vuiañ-komzet er bed a-bezh eo.

Japaneg
(日本語 Nihongo)
Perzhioù
Komzet e : Japan
Stadoù Unanet (Hawaii)
Brazil
Guam
Palau
Komzet gant : 128 000 000
Renkadur : 9
Familh-yezh : Yezhoù japanek
  • Japaneg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Japan (de facto)
Angaur (Palau)
Akademiezh : Hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 ja
ISO 639-2 jpn
ISO 639-3
Kod SIL JPN
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Skriturioù

kemmañ

Daou zeskad lizherennoù diforc'h a vez implijetan eil gant egile.

  • Kanji (ger-ha-ger: "arouezennoù an dierniezh Han"), ur skritur kealluniel a-orin eus Sina.
  • Kana, ur reizhiad silabennek deveret eus ar skritur kanji. Daou strollad zo e kana : hiragana ha katakana.
    • Savet eo bet hiragana dre eeunaat kanji, daoust m'eo ar katakana ur lodenn tennet eus kanji. Skrivet vez ar c'homzoù japanek rik en hiragana (graet e vez yamatokoba "komz ar yamato" eus ar c'homzoù-mañ.
Implijet e vez ar reizhiad katakana evit skrivañ ar c'homzoù estren ; graet vez gairaigo "komzoù deuet eus an diavaez" eus ar c'homzoù estren. Evit trouzadelloù e vez implijet ivez, evit ar c'homzoù a venner pouezañ warno, hag a-wechoù evit anvioù loened ha plantennoù, ha kement zo.

Treuzskrivet e vez ar japaneg gant lizherennoù latin ivez (rōmaji). An hini implijetañ e diavaez ar vro eo ar reizhiad ijinet gant ar misioner stadunanat James Curtis Hepburn (1815-1911 e 1867 ; kemmet eo bet gant Japaniz, a ra Hébon-shikianezhañ. Neowazh, lod Japaniz a implij ar reizhiad Kunrei (Kunrei-shiki), bet lakaet e pleustr gant Ministrerezh japanat an Deskadurezh dre un aridennad lezennoù adalek 1937 betek 1954 ; disheñvel un tamm eo diouzh ar reizhiad Hepburn. Gant ar reizhiad Hepburn e ra lod Japaniz hag a heuilh kentelioù er skolioù-meur.

Komzerien

kemmañ

Implijet e vez ar japaneg gant 128 milion a dud en holl. An holl Japaniz e Japan a gomz japaneg. Un nebeud japanegerien zo c'hoazh e Taiwan ha Korea ar Su, a zo bet trevadennet gant Japan.
Kelennet e vez ar japaneg evel yezh estren en darn vrasañ eus broioù Azia ar Reter hag en Okeania. Ez-wir ez eo ar japaneg ur lodenn eus an daouzek yezh komzet gant ouzhpenn 100 milion a dud er bed.

Yezhadur, kevreadur hag implij

kemmañ

Disheñvel-krenn diouzh hini forzh pe yezh all eo yezhadur ar japaneg, evel hini an turkeg pe hini an euskareg. Ken displann eo e orin ma vez renket ar japaneg e strollad ar yezhoù japanek ken eeun ha tra, a-gevret gant ar yezhoù a vez komzet en enezeg.

E dibenn ur frazenn e vez he c'halonenn peurliesañ, evel en alamaneg ; ur verb e vez ar galonenn-se, a zistager goude bezañ distilhet an holl elfennoù all : rener ar verb, renadenn, resisañ an amzer hag al lec'h ; nemedennou zo dre gomz koulskoude. Un anv pe un anv-gwan a c'hall bezañ e kalon ar frazenn a-wechoù. N'eus na reizh na niver d'an anvioù-kadarn e japaneg, ha ne vez ket displeget ar verboù hervez ar gour ; ar rannigoù digemm a ro da anaout karg ar gomz er frazenn.

Ouzhpenn vez diferet ar japaneg gant e reizhiad e-keñver an enorioù, diwar skouer yezhoù all en Azia : diouzh dere an den a gomzer dezhañ eo live ar yezh, implijet e vez da neuze verboù all pe stummoù yezhadurel all. Da skouer, pa lavarer  resevet em eus ur prof  e vez disheñvel ar verb hervez m'eo bet resevet ar prof digant ur mignon pe ur c'helenner.

Ouzhpenn da se ez eneber an "uvelded" (pa gomz an den anezhañ e-unan pe en anv ur strollad m'eo ezel) ouzh an "doujañs" ouzh an den ma komzerdezhañ pe dezhi. Alese e teu daou zoare da gomz : ne gomzer ket da dud ar familh evel ma reer d'an dud all, ha disheñvel e komzer ket d'un tad, d'ur vamm, d'ur breur, d'ur c'hoar, hag all.

Bez' ez eus tri live a enorioù : ar stumm eeun (kenjōgo, "yezh an uvelded"), ar stumm seven eeun pe (teineigo, "yezh ar gourtezi") hag ar stumm seven uhel (sonkeigo , "yezh ar bri"), gant argemmoù kreñvder e pep live.

Rannyezhoù

kemmañ

Evel evit an darn vrasañ eus ar yezhoù er bed ez eus kalz rannyezhoù e japaneg. Diforc'hioù gerioù zo, diforc'hioù pouez-mouezh ivez. Ben eo ar ger japanek evit "rannyezh", hag evit menegiñ anv ur rannyezh e vez ouzhpennet ben e dibenn anv ar gêr pe ar c'hornad-bro ma vez komzet.

  • Hokkaido-ben
  • Tohoku-ben
  • Tochigi-ben
  • Tokyo-ben
  • Shizuoka-ben
  • Mikawa-ben
  • Nagoya-ben
  • Kyoto-ben
  • Osaka-ben
  • Okayama-ben
  • Hiroshima-ben
  • Hakata-ben
  • Kumamoto-ben
  • Nagasaki-ben
  • Oïta-ben
  • Miyazaki-ben
  • Kaboshima-ben
  • Okinawa-ben (Ryukyu-go)

Liammoù diavaez

kemmañ
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける