[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Sparta (kêr)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ar Menelaion
Tachenn Sparta

Sparta (Doreg: Σπάρτα Spárta, Atteg: Σπάρτη Spártē) eo anv ur geoded e su Bro-C'hres. En Henamzer e oa ur geoded c'hresian e Lakonia a oa annezet gant Gresianed, a orin dorian a-hervez. Hiriv e kaver en he lec'h ur gêr vodern, enni 18184 annezad (2001). Emañ war glann ar stêr Eurotas, e kompezenn Lakonia, etre ar menez Taigetos hag ar menez Parnon. Kêrbenn Lakonia e oa hag unan eus ar c'heodedoù galloudusañ a oa e Henc'hres, gant Aten ha Thebai.

Istor Sparta

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar marevezh arkaek ez eo Sparta ar c'hentañ keoded c'hresian da ziwan. E deroù ar Vvet kantved kent J.-K. e teu da vezañ kampionez Bro-C'hres dirak ar Bersed e-pad ar Brezelioù medek. Dont a ra tamm-ha-tamm da vezañ kevezerez Aten hag e stourm pell outi e-kerzh Brezel ar Peloponnesos (-431--404). He zrec'h, e -404, a ro dezhi an hegemoniezh e Bro-C'hres. « Peoc'h ar Roue » e -387 a reas eus Sparta tredeog ar bed gresian. E -376 avat e kasas Aten he morlu d'ar strad hag a lakas un termen evel se d'he hegemoniezh war vor. E -371, Ateniz ha Lakedemoniz a anavezas o c'hengevredadoù kenetrezo, hag a savas a-gevred a-enep ar c'hengevredad beotian. Spartaiz, sur da vezañ didrec'hus, a zisklerias ar brezel da Dhebai. Met trec'het e oa arme Sparta en emgann Leuktres, e -371, e lec'h ma kollas 400 eus he 2000 homoioi. Biskoazh ne gavas Sparta he nerzh diagent penn-da-benn goude ar c'holl-se.

Adalek neuze e klaskas Sparta derc'hel ar Peloponnesos d'an nebeutañ met Thebai a ziskaras e vestroni war an hiloted. Dieubet e oa Messena ivez evit gwanaat anezhi. Emgann Mantinea, e -362, a roas he zu da sparta da sevel he c'hein o tistrujañ hegemoniezh thebai met ne badas ket pell. Kregiñ a reas Makedonia da gemer perzh e stourmoù ar c'heodedoù gresian d'ar c'houlz-se ha kaset e voe Sparta d'ar memes renk hag ar re all gant Fulup II a zeuas da vezañ o mestr dezho-holl.

En III kantved kent J.-K., an diaesterioù degaset gant e reizhiad sokio-politikel ha gant digresk e boblañs homoioi a zegasas adreizhadennoù zo en he bonreizh. Kevrediñ a ra gant Roma a-enep Kevre Etolia. Ret eo dezhi ivez stourm a-enep ar C'hevre akean. En diwezh ez eo lonket evel ar c'heodedoù all gant an Impalaeriezh roman e -146. Rivinet e voe Sparta da viken gant an aloubadegoù bras.

Rouanez Sparta

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez Rouaned Sparta e c'haller menegiñ Leonidas a harzas ar Bersed en Termopiloù.