Ian Fleming
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Ian Lancaster Fleming |
Anv-bihan | Ian, Lancaster |
Anv-familh | Fleming |
Deiziad ganedigezh | 28 Mae 1908 |
Lec'h ganedigezh | Mayfair |
Deiziad ar marv | 12 Eos 1964 |
Lec'h ar marv | Canterbury |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Sevenhampton |
Tad | Valentine Fleming |
Mamm | Evelyn St. Croix Fleming |
Breur pe c'hoar | Peter Fleming, Amaryllis Fleming, Michael Valentine Paul Fleming |
Pried | Ann Fleming |
Kompagnun(ez) | Monique Panchaud de Bottens |
Bugel | Caspar Robert Fleming |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Implijer | Office of Strategic Services |
Bet war ar studi e | Eton College, Royal Military College, Sandhurst, Ludwig Maximilian University of Munich, University of Geneva, Durnford School |
Deroù ar prantad labour | 1953 |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | Royal Navy |
Perc'henn war | Goldeneye |
Tachenn | detective fiction |
Lec'hienn ofisiel | https://ianfleming.com |
Ian Lancaster Fleming, ganet d'an 28 a viz Mae 1908 e karter Mayfair e Londrez hag aet da Anaon d'an 12 a viz Eost 1964 e Canterbury, a oa ur skrivagner, kazetenner ha spier saoz.
Brudet-bras eo evit bezañ bet krouet an dudenn James Bond ha skrivet un heuliad romantoù diwar-benn e haroz.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fleming a oa ganet en ur familh pinvidik liammet ouzh an ti-bank Robert Fleming & Co.. E dad a oa ezel eus ar Parlamant evit pastell Henley eus 1910 betek e varv war Talbenn Kornôg ar C'hentañ Brezel-bed. Skoliataet e voe Fleming en Eton, Sandhurst hag ur pennadig amzer e skolioù-veur München ha Geneva. Goude-se en devoa graet meur a labour a-raok kregiñ gant ar skrivañ.
E-pad ma oa o labourat evit an Naval Intelligence Division saoz e-pad an Eil brezel-bed, Fleming en devoa kemeret perzh en Oberiadur-brezel Goldeneye ha krouidigezh ha diwallerezh div unvez spiañ, ar 30 Assault Unit ha T-Force. E amzer soudard e-pad ar brezel hag e labour evel kazetenner o deus pourchaset dezhañ un anaoudegezhioù gwirion eus ar munudoù evit e romantoù James Bond.
Fleming a oa ur butuner hag ever daonet e-pad un darn eus e vuhez. Marvet eo trumm gant un taol-kalon e 1964, oadet e oa a 56 vloaz.
Daou eus e romantoù James Bond zo bet embannet goude e varv. Skrivagnerien all o deus skrivet romantoù James Bond ouzhpenn e re. Haroz Fleming zo bet c'hoariet gant seizh aktour disheñvel e filmoù brudet.
Fleming en devoa skrivet e gentañ romant, Casino Royale, e 1952. Berzh bras a reas, teir gwech e voe advoullet ken bras e oa ar goulenn. Unnek romant a voe en heuliad romantoù James Bond, gant div zastumadenn istorioù berr embannet e 1953 ha 1966. Ar romantoù a gont istor James Bond, un ofiser er Secret Intelligence Service, berraet en MI6. Bond zo brudet ivez dre ar c'hod, 007, hag a zo bet commander er Royal Naval Reserve.