[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Du (liv)

Eus Wikipedia
Du
#2c2a2a030101#2f2e2e#050202#292424#010101Du (#000)#060000#271f1f
Nav arliv du
Bukit war pep liv da welout e voneg HTML
Bonegadur
HTML #000000 pe #000
RGB (0, 0, 0)
CMYK (0, 0, 0, 100)
HSV (0°, 0%, 0%)

Ar skalfad gwelus (nm)

Du a reer eus ar maeziad kromatek teñvalañ, hini livioù an traoù a skign nebeut-tre a c'houloù pe a euvr holl dalmoù gouloù ar skalfad gwelus.

E-pad pell ez eo bet laaet al liv du da enebour al liv gwenn en Europa ar C'hornôg : noz/deiz, marv/buhez, fall/mat, dic'hlan/glan hag all, padal ez eo an dilhad du arouez ar galloud abaoe ar Grennamzer. Adalek donedigezh ar moullañ e kreiz ar XVvet kantved ha goude kavadenn ar skalfad gwelus gant Isaac Newton daou c'hant vloaz diwezhatoc'h, an daou a voe tennet eus sterva ar ger "liv".

Brezhoneg

Er C'hatholicon (1464) emañ ar ger : « Du, g. noir, l. ater, niger. item luridus, g. proprement cest la couleur dung homme mort, b. liu den maru.[1] ».
Heñvel eo ar ger er yezhoù predenek (du e kembraeg hag e kerneveureg) hag er yezhoù gouezelek, (dubh en iwerzhoneg, e gouezeleg Skos hag e manaveg), diwar ur wrizienn keltiek *dubo-.[2],[3]

Yezhoù arall

Adalek ar ragistor, abalamour d'an aon rak an deñvalijenn, e teskas an dud diforc'hañ etre meur ag arliv du. Kement-se a gaver kalz diwezhatoc'h dre geriaoueg al latin, m'emañ ater evit al liv du dilufr ha niger evit al liv du lufrus[4] Betek kreiz ar Grennamzer e voe daou c'her germanek ivez evit al liv du : swarz (dilufr) / blach (lufrus) en alamaneg uhel, sawrt / blaek e krennsaozneg ; heñvel e voe e frankeg, e saksoneg hag e nederlandeg. Diwezhatoc'h c'hoazh e reas William Shakespeare gant swart ha black[5] ; swart a lenner en XIXvet kantved ivez,[6] ha lennet e vez a-wechoù e yezh lennegel an XXvet kantved[7].

Disheñvel diouzh an ezvezañs a c'houloù eo al liv du a weler pa vez nebeutoc'h a c'houlaouder eget 0,001 candela/ ; da neuze ne weler ket munudoù en endro. Ne weler tra ebet pa vez nebeutoc'h eget 1 µcd/m², hogen n'eo ket du da vat : an eigengrau[8] eo, da lavarout eo live izelañ gweled mab-den.
Evit gwir n'eo ket gouest mab-den da welout an du gwirion, pa ne vez gouloù ebet, rak an eigengrau a wel d'an nebeutañ.

Du (HTML #000)

Eigengrau
(HTML #16161d)

eigengrau
du

Teñvaloc'h eo #000 eget #16161d met n'eo ket an du gwirion c'hoazh.

Petra bennak ma keveneber al liv du hag al liv gwenn, ur perzh zo boutin dezho : n'o deus trohed ebet er skalfad gwelus, en em astenn eus al liv ruz (780-625 nm) d'al liv mouk/limestra (435-380 nm).

 Bukit war pep skeudenn a-benn gwelout he alc'hwez

Plant ha foue
Loened
Mein

Koulz hervez deroù an Testamant Kozh (Gen. I, 1-5) ha levrioù an astrofizik e oa du an hollved a-raok ma teuje ar gouloù : er Bibl en e lakaas Yahweh da zont, hervez lod skiantourion e teuas raktal goude ar Big Bang. Diouzh an daou savboent neuze ne c'hall ket ar vuhez diwanañ en deñvalijenn gentidik. En holl wengelouriezhioù ar bed avat e kaver an hevelep keal. Nevet e veze al lec'hioù du er ragistor : mougevioù, islonkoù ha riboulioù danzouar ; diwezhatoc'h e voe lec'hioù teñval arall : ar c'hoadegi, a oa stank ha didud. Hiziv c'hoazh e vez teñval ar chapelioù hag an ilizoù.
Biskoazh n'eo bet mab-den ul loen hag a vev en noz : aon en devez rak an noz du, frealzet e vez gant ar gouloù, ar sklêrijenn hag al livioù flamm ; aon en devez rak al loened du. Ouzhpenn bout nevet peogwir e adkasont da soñj an noz kentidik, al lec'hioù du a vez liammet gant lec'hioù ar boan : euzhviled a vev enno, prizonidi a vac'her enno, dañjerioù a-vil-vern a vez enno. Karc'harioù, salioù jahinañ, bezioù hag ifernioù eo al lec'hioù du, petra bennak ma vezont nevet abalamour da gement-se end-eeun.

Ragistor

A-c'houde mestroniezh an tan gant Homo erectus war-dro 400 000 a vloavezhioù zo, e dibenn Henoadvezh koshañ ar maen, ne voe mui mab-den ul loen evel ar re arall abalamour m'en devoa desket kas an noz kuit, ha ganti un darn vras eus e anken rak an deñvalijenn.

Henamzer

En Henc'hres e oa Nyks, doueez an Noz, e deroù an hollved ; Nox e oa he anv latin en Henroma. Ur c'hoar he devoa e sevenadur ar Germaned hag e Skandinavia : Nótt pe Nátt ("Noz"), merc'h ar ramz Norve pe Narve ; ne veze ket drougoberus bepred avat.
Koulskoude, madoberus e oa al liv du a-raok donedigezh ar relijionoù yuzev ha kristen. En Henegipt e oa arouez al lec'hid strujus a vez lezet bep bloaz gant ar stêr Nil goude he c'hreskoù ; en Azia e oa liv koumoul ar monson a zeue da zrusaat an douar. Alies e kaver al liv du war delwennoù an doueezed kentañ ha war re ar strujusted (Hekate, Demeter, Keres, Kybelê, Isis ha Kali, a-douez reoù arall) : du o c'hroc'hen, du an traezoù a vez ganto ha du al loened a vez aberzhet.
En Henc'hres hag en Henroma e veze an du liv an artizaned, da lavaret eo an dud hag a kenderc'he traoù (laboratores), pa oa ar gwenn hini ar veleion (oratores) hag ar ruz hini ar gadourion (bellatores) ; an hevelep renkadur a gaver c'hoazh er Grennamzer.

Krennamzer

Un aspadenn eus Aristoteles hag an Henamzer eo arouez du an douar strujus, e-kichen livioù gwenn an aer, gwer an dour ha ruz an tan ; skrivet e voent war-dro ar bloaz 1240 gant ar beleg Bartholomaeus Anglicus (c. 1200-1272) en e holloueziadur De proprietatibus rerum ("Diwar-benn perzhioù an traezoù") hag o c'havout a reer c'hoazh e dibenn ar XVIvet kantved[12].
Adalek dibenn an IXvet kantved koulskoude e paouezas al liv du da vezañ mat (ar strujusted, an uvelded, an dilontegezh, an aotrouniezh, an dinded) ha fall (ar marv, an doan, ar pec'hed, ar binijenn, nerzhioù ar Fall) war un dro, kement-se diwar levezon ar veleion gristen, a gondaonas an du da vout reuzius ha marvus el lidoù, en arzoù, er varc'hegiezh hag en ardamezouriezh adalek an deroù anezhi ; ar veneadiz hepken a zougas war o saeoù al liv du vertuzus a wechall, pa voe liv an diaoul hag an ifern e pep lec'h arall er gristeniezh, e-pad kantvedoù war-lerc'h.
Hervez an Iliz e oa tud o c'hroc'hen teñval er-maez eus urzh buhezegel ha relijiel ar gevredigezh, dre ma vezent e darempred, a-bell pe a-dost, gant an diaoul hag e ved. A-hed ar Grennamzer e voe poltredet Judaz Iskariot gant kroc'hen du ha blev rous ; en doare heñvel e veze taolennet ar Sarrazined, da lavaret eo an Arabed hag ar vuzulmaned er c'hurwerzioù evel La Chanson de Roland.

Mauritius Agaunum war skoed kêr Goburg, Alamagn

E deroù an XIIIvet kantved e voe diorroet an ardamezouriezh en abeg da emdroadur aveadur ar soudarded : dre o zokarnioù serr hag o rochedoù-houarn e teue diaesoc'h-diaesañ anavout ar varc'heion war an tachennoù-emgann hag en tournamantoù. Divizet e voe livañ ar skoedoù hag o c'hinklañ gant lunioù, loened ha plant ; tamm-ha-tamm e voe skignet ar boaz e metoù an uhelidi, ar c'hloer, ar vourc'hizion, an artizaned hag ar gouerion.
C'hwec'h liv a oa, un anv arbennik da bep unan anezho ; setu-i renket adalek an hini implijetañ betek an hini ralañ : ruz (gul), gwenn (argant), melen (aour), du (sabel), glas (glazur) ha gwer (geoteg). Ul liv kreiz e oa an du neuze, e-touez ar re arall, neuze e teuas an ardamezouriezh da dennañ al liv du eus karc'har an diaoul ma oa bet lakaet tri c'hantved abretoc'h. Ne oa mui liv ar marv, an difeizidi hag an ifern, liv an incognito, an dianav, e oa : en sabel plaen, da lavaret eo du penn-da-benn, e veze livet skoed ur marc'heg na felle ket dezhañ bout anavet.

Da heul an ardamezouriezh e teuas al liv du da vout unan nobl evit an dilhad, pa oad deuet a-benn da livañ ar seiz hag ar gloan, hag e chomas betek kreiz an XVIIvet kantved.
E kreiz an XIIIvet kantved e voe ur sant du : Mauritius Agaunum (250287) deuet eus Teba en Egipt ; sant paeron an Impalaeriezh santel roman german e voe.
Adalek deroù ar XIVvet kantved e voe poltredet tud o c'hroc'hen du en ilizoù, en abeg d'o orin kentoc'h eget d'o liammoù gant an diaoul : Sulamitez Kanenn ar C'hanennoù[13], Rouanez Seba[14] ha Baltazar, unan eus an Tri Roue.

XVvetXVIvet kantved

Adalek dibenn ar XVvet kantved ha donedigezh ar moullañ — skrid ha skeudennoù e du war gwenn — ne voe mui lakaet an du hag ar gwenn da livioù par d'ar re arall, ne voent ket lakaet da livioù zoken. Gant donedigezh ar brotestantiezh e deroù ar XVIvet kantved e krogas ren an du, e-kichen ar gris hag ar gell, hag ar glas teñval diwezhatoc'h, enep livioù flamm an Iliz katolik : evit ar brotestanted, liv ruz saeoù ar c'hardinaled a oa hini gast veur Babilonia evel deskrivet er Bibl (Ap. 17, 1-16).
Kadarnaet e voe statud an du hag ar gwenn evel "nann-livioù" e 1666 pa voe torret ar gouloù gwenn gant Isaac Newton e seizh liv gwelus.

Gant ar brotestantiezh e voe skignet al livioù du, gris ha gell en Europa ar XVIIvet kantved : pep tra a droas da zu er vuhez, ha pa vije danvezel, kevredigezhel, politikel pe relijiel. Heñvel e voe en Iliz katolik : e-tal pompad liesliv al lezioù hag an ilizoù e veze du, gris, gell 70% eus dilhad an dud. Dreist he dizemglevioù diabarzh ez astennas ar gristeniezh he galloud hag e c'hourc'hemennas ma vijed gwisket e du d'ober pinijenn ; bihanaet e voe ar salioù hag ar c'hambreier en tiez betek mont da gambroùigoù strishoc'h-strishañ ma rene an deñvalijenn abalamour ma oa bet bihanaet ar prenestroù ivez, ha livet evit ma tremenje nebeutoc'h a c'houloù drezo ; er salioùigoù-se e veze staliet arrebeuri bras e prenn teñval evit o duaat c'hoazh. Lakaat kañv, na veze graet nemet gant an uhelidi en Europa ar Su betek neuze, a droas da voaz an holl.
Adalek kreiz ar XVIvet kantved e tistroas an du da liv an diaoul a-drugarez d'ar gristeniezh a veze o stourm ouzh kement "enepkredenn" ha "sorserezh" a vije pennabeg da walleurioù an dud, padal edod o vervel abalamour d'ar brezelioù dizehan, d'an tailhoù pounneroc'h-pounnerañ evit o arc'hantin, d'ar c'hleñvedoù-red a zegasent, d'an naonegezh ha da gemmadur an hin en Oadvezhig ar Skorn. En abeg da vac'homerezh o endro ha da hini an Ilizoù e troas an dud war-du ar brizhkredennoù er galloudoù dreistnatur evit klask aesaat o buhez dre ziaweled ha strobinelloù ; du e veze dilhad an dud a live o dremmoù e du evit mont diouzh noz diloar da oferennoù du e kornioù duañ ar c'hoadegi pe e mougevioù danzouar. Distro e voe ar brizhkredennoù hen a-zivout al loened du, brini, kizhier, kilhegi, kon hag all.

Kempred gant araokadennoù war tachenn ar skiantoù e c'hoarvezas kement-se. A-raok kavadenn Isaac Newton e voe renket al livioù war ur c'helc'h, da heul ar mezeg saoz Robert Fludd (15741637) en e levr Medicina catholica embannet e 1631 ma voe moullet ur "walenn al livioù" (colorum annulus) evit ar wech kentañ ; er walenn-se e weler al livioù renket en urzh gwenn – melen – orañjez – ruz – gwer – glas – du[15] Pelloc'h, e 1646, ar jezuist Athanasius Kircher (16021680) a embannas Ars magna lucis et umbrae ; er pennad II, De multiplici varietate colorum , e weler un tres a zispleg penaos e vez ganet al livioù eus ar gwenn (Albus) betek an du (Niger) — da verkañ eo e tiskouez ul liv anvet subalbum ganet diwar gwenn ha melen, hag ur subcaeruleus ganet diwar glas teñval ha du[16]. Evel-just e voe lakaet an traoù war o reizh gant kengereg Isaac Newton ugent vloaz diwezhatoc'h, ha skarzhet e voe ar gwenn hag an du eus bed al livioù.

XVIIIvetXIXvet kantved

Kement-se a voe merzet a-hed Kantved ar Sklêrijenn, ma voe erlerc'hiet livioù flamm ouzh an du en dilhad, en arrebeuri hag en arzoù. Nebeut a-raok an Dispac'h gall avat e tistroas al livioù teñval, hag e-pad ar Spont bras e voe koulz lavaret azeulet al liv du.

Nozvezh Walpurgis e Stockholm, 1939

Diouzh ar c'hiz e voe ar glaz en Europa hag en Amerika a-c'houde embannadur Die Leiden des jungen Werthers ("Poanioù Werther yaouank") Goethe e 1774, ar pezh a badas betek deroù ar c'hantved war-lerc'h. Met distro e voe al liv du adalek 1764 pa voe embannet ar romant The Castle of Otranto, a Gothic Story gant ar Saoz Horace Walpole (17171797) ma kemmeskas lec'hioù teñval kañvaouus, poanioù kriz ha darvoudoù dreistordinal ; d'e heul e voe oberennoù arall betek dibenn an XIXvet kantved, gant Edgar Allan Poe, Ann Radcliffe, Mary Shelley, Robert Louis Stevenson, Bram Stoker hag all. Goethe e-unan a reas berz bras gant e bezh-c'hoari gotek Faust – Eine Tragödie (1808), ma weler an diaoul ha lidoù pagan hen evel Nozvezh Walpurgis[17] o tistreiñ.

Adalek ar bloavezhioù 1870 e c'hoarvezas en Europa hag en Amerika an Eil Dispac'h Greantel, a zuaas ar c'hêrioù hag ul lodenn vras eus ar maezioù gant glaou, ter hag eoul-maen. Ar glaou dreist-holl a zegasas saotradur, mogedoù, huzil ha kramenn ; du e voe ar c'hêrioù evel Londrez Charles Dickens. Er skolioù ivez e veze an du e pep lec'h : e glaou an tommerezioù, el liv da skrivañ, e taolennoù ar c'hlasoù hag e kaldravioù ar vugale, en abeg d'ar saotradur bepred. Diniver e voe ar "pennoù du" o labourat er mengleuzioù glaou evit kenderc'hañ pemp gwech muioc'h e 1905 (928 milion a donennoù) eget e 1858 (172 milion). Disprizet e voe ar milionoù a dud a laboure e riboulioù danzouar peogwir e vezent du gant ar glaou.
Dre ma veze huzil du ha druz e pep lec'h e seblante dilhad glas pe gris al labourerien bout a-liv gant dilhad du cheuc'h ar vourc'hizien — nemet e oa bet dibabet al liv du gant pennoù-bras ar gevredigezh : e bed an arc'hant hag ar politikerezh e veze berzet al livioù flamm, an du hepken a arouezie ar siriusted hag an aotrouniezh, kement-se abalamour ma veze an arc'hant hag ar greanterezh e dalc'h protestanted, koulz en Europa hag en Amerika ; kement-se a badas betek kreiz an XXvet kantved, pa voe gouzañvet an dilhad glas teñval[18].
En abeg d'ar brotestantiezh c'hoazh e voe du, gris pe gwenn ar c'hentañ ardivinkoù-ti, pellgomzerioù, binvioù-luc'hskeudenniñ, stiloioù, kirri-tan fardet a-vras etre 1860 ha 1920 ; betek e varv e 1947 e nac'has ar puritan Henry Ford gwerzhañ kirri na vijent ket du.

Goude amlivajoù flamm al luskad Psychedelia e dibenn ar bloavezhioù 1960 e teuas an du da vout liv an design, an neuz hag ar vodernelezh — en ur chom hini ar siriusted hag an aotrouniezh bepred.

Met hini an dañjer er gevredigezh e chomas bepred ivez : banniel ar vorlaeron gwezhall, banniel du an anveliourion, rochedoù du faskourion Italia adalek 1919, justinoù du ar rockers hag ar bikers er bloavezhioù 1960, ar veskerien kougoulaouet ha gwisket e du anvet Schwarze Block gant Stasi an RDA hag a anver black blocs e 2019... ha betek Steredenn ar Marv ha Darth Vader e bed Star Wars.

Fardañ hag implijout

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livegennoù
Livegennoù du

Adalek Henoadvezh diwezhañ ar maen (-35 000 → -10 000 vloaz) e ouezas mab-den fardañ livegennoù du dre beurzeviñ mein ha plant ; unan eus al livegennoù koshañ eo an arlivioù du deuet eus loskadur koad, ruskennoù, gwrizioù, klor ha kraoñennoù frouezh ; diwezhatoc'h e teskas an dud deviñ eskern hag ivor, ha brankoù ar c'hirvi evit kaout muioc'h c'hoazh ag arlivioù du. Tamm-ha-tamm e voe implijet mein ivez, en o zouez monoksidenn ar manganez (MnO2) a gaver stank e mougev Las Caus.
Ne voe ket gwall zisheñvel en Henegipt, ma veze arveret du ar glaou-koad muioc'h eget hini MnO2 ; glaou-koad ivez a servijas da fardañ al livioù-skrivañ du kentañ, ha diwar glaou-koad c'hoazh mesket gant gwenn plom e teuas Egiptiz a-benn da gaout al livegennoù gris kentañ en Istor.
Er Reter-Nesañ ez eus bet kavet livegennoù du bet fardet diwar ar bitum a c'heller dastum war gorre an douaroù kalz tireoul enno.
En Henc'hres ha Henroma ez eo gant duad moged e raed peurliesañ evit tresañ, ha gant glaou-koad evit livañ gorreadoù bras pe vrasoc'h – du ar gwiniegi e oa an hini vravañ, pa oa don hag arc'hlas. An duenn olifant a veze priziet-bras, met kalz re ger e veze e-keñver labourioù ar pemdez. Marc'hadmatoc'h e veze an douaroù du, stank ar manganez enno, met ret e veze o lakaat da zont eus Galia pe eus ledenez Iberia.

Livadurioù

Diaesoc'h e voe kaout livadurioù du. E Nevezoadvezh ar Maen (-8 000 → -3 000), pan eas mab-den da chomidik, e fardas gwiadoù a-vil-vern. E-pad milvedoù ne ouezas o livañ nemet en arlivioù ruz, abalamour ma veze re ziaes kaout livioù all ; gell teñval, gris pe glas teñval e oa ar pezh a anved "du" e gwirionez, ha buan e voe livioù lous al labourerien, ar c'hañv hag ar binijenn. Ret e voe gortoz dibenn ar Grennamzer evit fadañ livadurioù du da vat, ha padus. Da c'hortoz, an dilhad du nemeto e voe ar feurioù, liv du feur ar sebelinezed (Martes zibellina) pergen.

Livegennoù du a veze tennet eus rusk, gwrizioù ha frouezh lod gwez : gwern (Alnus glutinosa), gwez-kraoñ (Juglans regia), gwez-kistin (Castanea sativa) ha lod derv. Dre intrañ danvezioù gant ur meskad livegennoù tennet eus gwez ha maenadoù puilh an oksidennoù houarn enno e c'helled gounit livioù gris pe c'hell ; dre forzh o soubañ meur a wech e teuent duoc'h-duañ. Er Grennamzer koulskoude e savas enebiezh ouzh implij ar gwez-kraoñ, a veze lakaet da strobinellus peogwir e vez pistrius o gwrizioù.
Un doare arall da c'hounit liv du e oa ober gant bleud-livn a zastumed er govelioù hag e stalioù-labour an artizaned, a vesked gant gwinêgr. Brav e oa al liv du gounezet evel-se met ne zalc'he ket gwall bell hag alies e taskrigne an danvezioù, setu e voe kemmesket gant al liv tennet diwar ar gwez, soubet e veze an danvezioù meur a wech c'hoazh ha lezet en amzer vras e-pad pell. A-wechoù e veze livet an danvezioù e glas gant kerboullenn (Isatis tinctoria) evit reiñ un diazez teñval dezho a-raok o soubañ e kibelladoù gwern, kistin pe wez-kraoñ.
An doare nemetañ da c'hounit liv du da vat, plaen ha padus e oa ober gant avaloù-derv (granum quercinum), a vesked gant oksidennoù houarn ivez, met da ger-ruz e save abalamour ma veze ret kaout kalz avaloù evit nebeut a zanvez livus ha ma teuent eus broioù pell (Europa ar Reter, Afrika an Norzh hag ar Reter-Nesañ) rak re nebeut a veze kavet, ha fall e vezent alies evit ar vicher.

Evit ar moullañ e voe ret fardañ liv du-du evit ma vije helennus, fetis evit ma vije padus, hag arbennik evit ma sec'hje buan. Den ne oar resis a-zivout al liv du a voe implijet gant Johannes Gutenberg evit moullañ ar Bibl e 1455, met dielfennet eo bet : tost a-walc'h da liv du dornskridoù ar Grennamzer eo. D'ar mare-se e veze fardet liv du gant livegennoù glaouet deuet eus koad Vitis vinifera hag eus ivor mesket gant ul liñvenn (dour, gwin) ha fetisaet gant sev ar wezenn Acacia sensu lato an anver "gom arabek" ; mel, gwenn vioù, eoul ha kazein zo bet implijet ivez evit fetisaat. Tanav e chome al livioù-se avat dre ma chome al livegennoù en arlug el liñvenn ha dre-se ne intrent ket ar skor ; aes e oa o c'has da get dre skrabañ. Gant eoul lin (Linum usitatissimum) e reas J. Gutenberg evit ma pegje al liv ouzh ar paper ; sulfat houarn pe gouevr a ouzhpennas a-benn kaout un du gwir ha skedus ; holenoù metalek a ouzhpennas c'hoazh evit ma sec'hje al liv buanoc'h. Betek deroù an XIXvet kantved e voe implijet er moullañ livioù fardet en doare-se, gant eoul lin dreist-holl.

Odin hag e ziv vran Hugin ha Munin
Lejre, Danmark, c. 900

Ouzhpenn bout liv an noz hag ar bed danzouar e voe an du liv ar marv ken abred ha Nevezoadvezh ar Maen, pa veze implijet mein du, delwennoùigoù ha traezoù du evit al lidoù kañv. Heñvel e voe en Henegipt hag ar Reter-Nesañ, da aroueziañ strujusted ar marv evel un adc'hanidigezh er bed arall, evel m'en diskouez an doue du Anubis ha liv du ar rouaned ha rouanezed lakaet da zoueed ha doueezed.

En enep, du ha yen e oa Ifernioù ar Henc'hresianed. Goude treuzet dourioù du ar stêrioù hag o disrann diouzh bed ar re vev en em gave an Anaon dirak Kerberos kent bout barnet : war an tu dehoù edo annez skedus an eneoù mat, war an tu kleiz hini teñval ar re fall ; e deun an Ifernioù edo an Tartaros
Damheñvel ouzh Ifernioù Henc'hres e oa re Henroma ; kerkent ha deroù ar Republik (-509) e voe du traezoù al lidoù kañv, hag adalek an eil kantved kent JK e krogas reizhaouerion al lidoù da wiskañ dilhad du. Adal neuze e voe an du liv ar c'hañv : en Impalaeriezh roman e rae ar vrientinion evel an dud a lezenn, kerent un den marvet a wiske dilhad du en obidoù ha pelloc'h-pellañ en o goude, ha tamm-ha-tamm e voe du ar marv (an hora negra, "an eur zu") hag ar c'hañv en Europa a-bezh[19].

E bed ar C'hermaned hag e Skandinavia, e-kichen an doueez Nótt, e oa nevet ar vran zu — al loen duañ a anavezed — pa veze lakaet da zoueel, kadourez hag hollouiziek, evel m'en diskouez Hugin ha Munin, a oa daoulagad ha divskouarn Odin ; a-drugarez d'an div vran zu-se e oa hollouiziek an doue ivez hag e tivize a-zivout an dazont ha buhez an dud.
Evit bout gwarezet gant Odin e touge ar C'hermaned skeudennoù eus brini du war an tachennoù-emgann (tokarnioù, skoedoù) ha war vor (gouelioù, delwennoù staon) ; e Skandinavia e veze lakaet koagadenn an evn du da lugan.

Nevet e oa ar vran zu hag ar frav du e bed ar Gelted ivez ; ur boblad c'halian a oa anvet Branovices, "Kadourion ar Vran".[2]

Er Bibl eo an du liv ar re fallakr, an difeizidi, enebourion Israel, mallozh an doue ha, dreist-holl, liv ar marv. Du ivez eo ar fall, ar c'hastiz, ar fazi hag ar boan. "Priñs an deñvalijenn"" eo an diaoul.
An eil loen meneget er Bibl, hag al labous kentañ, eo ar vran zu ; dibur eo abalamour ma 'z eo gagnaouer ha diaoulek abalamour d'he liv. E Levr ar C'heneliezh, Noah a gasas ar vran da welout ha diskennet e oa dourioù al Liñvadenn, hogen al labous ne reas nemet mont ha dont ; ar goulm a voe kaset neuze, a zistroas gant skourr un olivezenn (Gen. 8, 6-14). Hervez doktored an Iliz er Grennamzer e oa chomet ar vran da c'hagnaoua ; adal neuze e voe lakaet liv gwenn ar goulm da bur, vertuzus, arouez ar vuhez hag ar goanag, tra ma voe lakaet liv du ar vran da lous, brein, arouez ar pec'hed hag ar marv. Un abeg all zo : hogos holl bobloù an Henamzer a studie nij, liv ha koagadennoù ar brini evit klask gouzout a-zivout youl an doueed[20], pa ouient ez int loened eus ar re speredekañ ; hogen, hervez an Iliz, « N'eus den evit anaout hentoù Doue ».
War-dro ar bloaz 1195, ar c'hardinal Lothario dei Conti di Segni[21], en e sturlevr De sacrosancti altaris mysterio, a lakaas al liv du (niger) da vout hini an dristitigezh, an emziouer, ar geuzidigezh hag an Anaon adalek an Azvent betek vijil an Nedeleg hag eus Sul ar Peuz da Bask[22].
An impalaer Heinrich III (10171056, ren : 1039-1056) a voe lesanvet niger abalamour ma waskas an Iliz ha 7 pab. Evel-se eo chomet an traoù e bed ar gristenion : koulm ha gwenn zo mat, bran ha du zo fall.

Adalek an XIIIvet kantved en Europa ar C'hornaoueg e krogas al liv du da aroueziañ ar vertuz hag ar strizhentez ; liv kargidi ar Stad e voe adalek 1285 e Bro-C'hall, e-tro ar bloaz 1300 e Bro-Saoz hag e deroù ar XIVvet kantved e meur a gêr-Stad en Italia. Goude 1350 e voe ar varc'hadourien, ar vankourien hag ar binvidien dre vras o wiskañ dilhad du ; betek kreiz ar XVIIvet kantved e padas ar c'hiz.

Kec'h al livioù
M.-E. Chevreul, 1861

Al livourien a voe an dud kentañ oc'h enebiñ ouzh hollvezañs al liv du er gevredigezh, adalek kreiz an XIXvet ha dibenn maread ar romantelouriezh. Niverus e voent o splanaat al livioù hag ouzh o zostaat da re an natur, an du hag al livioù teñval o vont war rouesaat. En o goude e teuas al luskad impresionour adalek ar bloavezhioù 1870, ma voe implijet livioù flamm ha peuzdilezet an du.
E-pad tost ur c'hantved e voe levezonet al livouriezh gant labourioù ar c'himiour gall Michel-Eugène Chevreul (17861889) a embannas e 1839 De la loi du contraste simultané des couleurs et de l'assortiment des objets colorés considéré d'après cette loi dans ses rapports avec la peinture, a voe adembannet meur a wech[23]. N'emañ nag an du nag ar gwenn e kelc'h a livioù Chevreul, met ouzhpennet e vezent d'al livioù evit o splannat pe o zeñvalaat. Peogwir eo al livouriezh arz al livioù ha peogwir ne veze ket lakaet an du da liv ne oa lec'h ebet evitañ war al lien; neuze e veze fardet ur "peuzdu" dre veskañ livegennoù teñval glas, ruz ha gwer ha liv gwenn a veze ouzhpennet da gaout arlivioù gris pe c'hrisoc'h.

Met a-drugarez d'al livourien ivez e tistroas an du da liv evel ar re arall, goude ar Brezel-bed kentañ ha donedigezh al liverezh difetis. E 1915 e oa bet diskouezet an daolenn Karezenn du gant ar Rusian Kazimir Malevitch (1879-1935), ar pezh a lakaas an du da liv arnevez adalek ar bloavezhioù 1920 — daoust da Garezenn wenn Malevitch e 1918 e chomas ar gwenn e-maez maeziad al livioù.
Un tregont vloaz bennak diwezhatoc'h e krogas lod arzourion da ober gant al liv du e-lec'h livioù all : er bloavezhioù1 1960 e voe ar stirad Black Squares gant al livour stadunanat Ad Reinhardt (19131967), a zo karrezennoù du livet kriz war al lien ; kempleshoc'h a-galz e voe taolennoù peurzu ar Gall Pierre Soulages e dibenn ar bloavezhioù 1970, ma labouras gant du ivor evit krouiñ un « du-sklêrijenn » hag a gemm hervez ar gouloù a zo tro-dro d'an daolenn.

Teknologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al luc'hskeudenn gentañ
(Nicéphore Niépce, 1826)
Luc'hskeudennerezh

Livek eo an natur, eus an du d'ar gwenn dre ar skalfad gwelus, met adalek al luc'hskeudenn gentañ, graet an Nicéphore Niépce (17651833) e 1826 e troas ar bed da wenn ha du, gant arlivioù gris. Kantadoù a vilionoù a luc'hskeudennoù gwenn ha du a voe skignet er bed e-pad ur c'hantved, petra bennak ma voe graet ar c'hentañ luc'hskeudenn e liv gant ar Saoz Thomas Sutton (1819-1875) e 1861 ; ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1950 evit ma vefe erlec'hiet al livioù ouzh ar gwenn ha du, met betek kreiz ar bloavezhioù 1970 e voe embannet levrioù arbennik war al livouriezh ma menegiñ al labour war al livioù, ha skeudennaouet alies... e gwenn ha du.

Sinema

Da heul al luc'hskeudennerezh e voe ar sinema e gwenn ha du ivez, ar pezh a greñvaas levezon an daou liv-se war spered an dud, tra ma 'z ae al livouriezh hengounel war wanaat. E 1915 e voe ijinet an doare Technicolor, a voe gwellaet betek ar bloavezhioù 1930. E 1935 e voe ar film hir kentañ (84 mn) e liv, Becky Sharp, sevenet en SUA gant Rouben Mamoulian ha Lowell Sherman, hag e 1937 e voe an tresadennoù-bev hir kentañ (83 mn), Snow White and the Seven Dwarfs, gant Walt Disney hag e Technicolor bepred.
E dibenn ar bloavezhioù 1960 hepken e voe graet muioc'h a filmoù e liv eget re e gwenn ha du ; plijet-bras e voe an arvesterien, met an arbennigourien a savas a-enep abalamour ma veze c'hoariet re gant al livioù, ne vezent ket naturel, ha filmoù savet e gwenn ha du a veze dazlivet er bloavezhioù 1980 evit plijout d'an dud peogwir e nac'hent adwelet ar filmoù kozh disliv.

Gremm

Du e welomp an traoù a lonk koulz ar skalfad gwelus hag ar skinoù danruz. En abeg d'ar perzh-se e vez fardet panelloù du evit pakañ gremm gouloù an Heol hag e dreiñ da dredan.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Pastoureau, Michel : Noir – Histoire d'une couleur, Éditions du Seuil, 2014 (ISBN 978-2-7578-4179-2)
  • (fr) idem : Une histoire symbolique du Moyen Âge occidental, Éditions du Seuil, 2014 (ISBN 978-2-7578-4106-8)
  • (fr) idem : Une couleur ne vient jamais seule - Journal chromatique, 2012-2016, Éditions du Seuil, 2017 (ISBN 978-2-02-134219-2)
  • (fr) idem : L'art héraldique au Moyen Age, Éditions du Seuil, 2018 (ISBN 978-2-02-138807-7)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (br) (fr) (la) R. F. Le Men, Le Catholicon de Jehan Lagadeuc (1499)Lenn en-linenn
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Dottin, Georges (1920) : La langue gauloise – Grammaire, textes et glossaire, Slatkine Reprints, 1985 (ISBN 978-2-05-100208-0)
  3. (fr) Delamarre, Xavier & Lambert, Pierre-Yves : Dictionnaire de la langue gauloise, Éditions Errance, 2018 (ISBN 978-2-87772-631-3)
  4. (fr) André, Jacques (1949) : Étude sur les termes de couleur dans la langue latine, Paris, 1949 (ASIN : B0018JZPHU)
  5. Shakespeare, William (1609) : Sonnet 28, gwerzenn 11.
  6. Da skouer e Scott, Sir Walter (1819) : Ivanhoe, pennad IV ; Melville, Herman (1851) : Moby-Dick, pennad XVI ; Dickens, Charles : Bleak House (1852-53), pennad LXIII ha Little Dorrit – Book The First: Poverty (1855), pennad 1 hag A Tale of Two Cities (1859), pennad XXI ; Stevenson, Robert Louis (1886) : Dr. Jekyll and Mr. Hyde, pennad 10.
  7. E London, Jack (1903) : The Call of the Wild, pennad II ha Maugham, Somerset (1946) : Of Human Bondage: An Address, pennad LXXXV da skouer.
  8. Alamaneg evit "gris a-ziabarzh" : n'eo ket gouest al luc'hsae da ziforc'hañ etre ar foton hag he liv diabarzh.
  9. Biotit : K(Mg,Fe)3(AlSi3O10)(OH,F)2
  10. Kromalum potasiom : KCr(SO4)2
  11. Schorl : NaFe2+3Al6(BO3)3Si6O18(OH)4
  12. (la) De proprietatibus rerum – Adalek dibenn ar Grennamzer e krogas an aer da vout aroueziet e glas, ar pezh a gendalc'her da ober hiziv.
  13. « O merc'hed Jeruzalem, du on, met kaer evel teltennoù Kedar, evel tinelloù Salomon. Na roit ket fed mard on du, rak an heol en deus va skaotet. » (Ct I, 5-6).
  14. 1Ro. 10, 1-4.
  15. (la) 'Medicina catholica'.
  16. (la) 'Ars magna lucis et umbrae'.
  17. Sankt Walpurgisnacht "Nozvezh sant Walburga" pe Hexenbrennen "Devadur ar sorserezed" en alamaneg ; en nozvezh etre an 30 a viz Ebrel hag ar 1 a viz Mae e vez lidet, da zerc'hent gouel ar sant brudet evit bout stourmet ouzh ar sorserezh.
  18. En dilhad du gwisket gant ar braz eus an dud emañ orin an dro-lavar c'hallek noir de monde.
  19. (it) Luzzatto, Lia & Pompas, Renata (1988) : Il significato dei colori nelle civiltà antiche, Bompiani, 2017, pp. 63-66 (ISBN 978-88-452-9295-8)
  20. (fr) Prieur, Jean : Les animaux sacrés dans l'antiquité, Ouest-France, 1988 (ISBN 978-2-7373-0116-2)
  21. A voe ar pab Innocentus III adalek 1198.
  22. (fr) Iacobuţ, Daniel : 'Le symbolisme des couleurs liturgiques dans le rite romain médiéval'.
  23. (fr) Chevreul, Michel-Eugène (1839) : De la loi du contraste simultané des couleurs et de l'assortiment des objets colorés (embannadur 1889), Hachette/BnF, 2012 (ISBN 978-2-01-253511-4)

Livioù | Roll al livioù

Gwenn
#ffffff
Arc'hant
#c0c0c0
Gris
#808080
Du
#000000
Ruz
#ff0000
Orañjez
#ffa500
Melen
#ffff00
Gwer
#00ff00
Cyan
#00ffff
Glas
#0000ff
Indigo
#4b0082
Mouk
#7f00ff
Magenta
#ff00ff
Olivez
#808000
Gell
#954535
Turkez
#008080
Roz
#ffc0cb



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger du er
wikeriadur, ar geriadur frank.