war
Brezhoneg
- Eus ar c'hrennvrezhoneg voar ha oar, deuet eus an henvrezhoneg guor, guar. Da dostaat ouzh ar c'herneveureg gur en deus roet war, ar c'hembraeg guar ha guor en deus roet gor-, an heniwerzhoneg for, ar galianeg ver- e-barzh ver-trag-u-s, « a red mat », (s.o. troad), Ver-cingeto-rix (s.o. kamm), hag anvioù-divoutin all. Deuet e vefe an holl c'herioù-se diwar ur ger keltiek *wer deuet diwar *uper « war ». Da geñveriañ gant ar sañskriteg upari, an henc'hresianeg ὑπὲρ, al latin s-uper, ar goteg ufar, ar saozneg over hag an alamaneg über. Gwelet ivez ar rakger gour-.[1]
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | warnon |
U2 | warnout |
U3g | warnañ warnezhañ |
U3b | warni warnezhi |
L1 | warnomp |
L2 | warnoc'h |
L3 | warno warnezho, warne warnezhe |
D | warnor |
war /ˈwɑːr/, /ˈvɑːr/, /ˈvwɑːr/
- Uheloc'h ha stok ouzh (un dra bennak).
- Lavarout a ra war e lizher emañ e soñj dont [...]. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 64.)
- Pa'z an war an douar bev em bez poan e pennoù ma daoulin. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 40.) — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 192.)
- C'hwi a vo lorh ennoh o vond d'ar pardoniou gand ho chadenn aour war ho preh ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 324.)
- War dorgenn an tu-all e safrone un dornerez. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- kelenn un den war un dra
- Araogenn amzeriañ:
Kemmadurioù war-lerc'h war
- en araogennoù deveret:
- war-dro, war-bouez, war-benn
- e troiennoù
- war dreuzoù dor ar gegin, KAB 1/176, 178
- war vord ar mor
- war var
Stummoù rannyezhel
Deveradoù
Troioù-lavar
- bezañ ar beilh war un dra bennak
- bezañ e galon war ar c'hrilh
- bezañ ki war un dra bennak
- bezañ lakaet war ar bigorn
- bezañ perc'henn war un dra bennak
- bezañ ruz war un dra bennak
- bezañ tenn war e vegel
- bezañ war ar venaj
- bezañ war unan bennak ober un dra bennak
- chom war yun
- c'hoari war unan bennak
- diskoachañ ar voualc'h war he neizh
- dont an dour war e vilin
- kaout dle war ar c'hoch
- kaout un dra bennak war e anv
- lakaat an traoù war o rez
- lakaat un dra bennak war ar c'hoch
- leuskel un tenn war unan bennak
- mont war bennoù e zaoulin
- mont war e benn
- mont war e zaoulin
- mont war gein ar marc'h
- na gaout dorojoù war e holl doulloù
- ober an hu war un den
- ober an traoù war an ton bras
- sentiñ war ar ger
- sevel war e dach
- war an oad
- war an dro
- war ar marc'had
- war ar maez
- war ar vronn
- war e galon noazh
- war un dro
Troidigezhioù
- Araogennoù brezhonek, stag
Roll an daveoù :
Saozneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .
Anv-kadarn
- Brezel.
- Make love, nor war .