barnet
Brezhoneg
- Diwar barn-, bennrann ar verb barn, hag an dibenn-ger -et.
Furm verb
barnet /ˈbar.net/
- Anv-gwan-verb ar verb barn.
- Gouzout a rae e vije barnet e-unan, er bed all, evel m'en divije barnet e nesañ war an douar. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 16.)
- — [...]. Kroget 'zo bet warnan, ha hirie e vo barnet aman... [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 167.)
- barnet d'ar marv, da vezañ krouget ...:
- Tapet e voe koulskoude, ha kaset d'ar prizon, da Bontrev, hag e voe barnet da vezañ krouget ha devet, ha gwentet e ludu gant an avel.— (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 216.)
- « Setu-me barnet d'ar marv. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 16.)
- Ha kerkent eo kaset ar manac'h dirak ar varnerien hag eo barnet ganto da vezañ krouget. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 132.)
- Furm ar verb barn e trede gour unan an doare-gourc'hemenn