[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Ar romant polis a zo ur seurt romant m'eo deskrivet ennañ un enklask war un gwallober pe meur a wallober (torfed pe dorfedoù meur a wech). Peurliesañ e vez graet an enklask evit kompren diwar petra eo bet c'hoarvezet ar fedoù gant un den polis igounier pe ur skipailh igounierien pe un igounier prevez.
Koulskoude abaoe m'eo bet savet faltaziennoù igouniañ eo vez ijinet meur a zoare sevel oberennoù liammet gant an isgennad eus ar gennad lennegel pennañ, ar romant.
Meur a isseurtoù a zo bet krouet ha n'eus anv eus ur poliser pe un igounier bennak enno alies a-walc'h : ar romant du, ar romant spiañ, ar thriller, hag all... E saozneg e vez implijet an droienn detective novel, met muioc'h muiañ ar "faltazienn dorfedoù" (crime fiction e saozneg).

romant polis
literary genre by form, novel genre
Iskevrennad eusromant, crime literature Kemmañ
Sherlock Holmes, en tu-dehoù, o tivizout gant an doktor Watson.

Ar romantoù polis en XIXvet kantved

kemmañ

Skrivagnerien vrudet : Jane Austen, Edgar Allan Poe (C. Auguste Dupin), Arthur Conan Doyle (Sherlock Holmes)...
Emma, romant gant ar skrivagnerez saoz Jane Austen, a zo embannet e miz Kerzu 1815. Gwelet e vez gant lod evel ar romant polis kentañ. Goude eo embannet romantoù a c'hall bezañ gwelet evel romantoù polis : an danevell Das Fräulein von Scuderi (1819) gant Ernst Theodor Amadeus Hoffmann, Mordet på maskinbygger Roolfsen (1839) gant an norvegat Maurits Hansen, The Murders in the Rue Morgue gant Edgar Allan Poe (1841).
Ar romant-kazetenn Les Mystères de Londres (1844) gant Paol Feval zo sellet evel unan eus ar romantoù du kentañ[1]. Hag istor un igounier oc'h enklask war ur muntr eo ar romant Jean Diable skrivet ivez gant ar romantour breizhat e 1862. Gant Sherlock Holmes, haroz hollvrudet Arthur Conan Doyle, e teu war wel da vat adalek 1887 tudenn an igounier hag istorioù awenet gant ar skiant. Jules Verne a skriv meur a romantoù polis e fin e vuhez, awenet gant fedoù c'hoarvezet en XIXvet kantved evel Les Frères Kip embannet e 1902 hag Un drame en Livonie e 1904, pe c'hoazh Le Pilote du Danube embannet goude e varv e 1908.

Ar romantoù polis en XXvet kantved

kemmañ
 
Monumant da Agatha Christie e kreiz kêr Londrez.

Skrivagnerien vrudet : Pierre Souvestre ha Marcel Allain (Fantômas), Maurice Leblanc (Arsène Lupin), Raymond Chandler (Philip Marlowe), Agatha Christie (Hercule Poirot, Miss Marple), Georges Simenon (ar c'homiser Maigret), John le Carré, Patricia Highsmith, Mary Higgins Clark , Stephen King, Patricia Cornwell, James Ellroy...

An tudennoù, poliserien, igounierien pe kazetennerien, zo engouestlet e santimantoù birvidik, ideologezhioù pe divezouriezh o amzer. Ar genad lennegel a ya da vezañ liesseurt : istorel, moliarc'h, skiant-faltazi... Dont a ra da vezañ anavezet evel ur genad lennegel penn-da-benn, pa oa gwelet betek kreiz ar c'hantved evel un isgenad mat da vezañ gwerzhet en tiez-gar hepken (e Bro-C'hall dreist-holl).

En em strewiñ a ra ar genad er sinema hag er bannoù-treset.

Ar romantoù polis en XXIvet kantved

kemmañ

Skrivagnerien vrudet : Dan Brown, Michael Connelly, Harlan Coben, Boris Akounin...
Ar "romantoù polis an Norzh" a ya war ar c'hiz adalek 2005, evel an drilogiezh hollvrudet Millennium gant Stieg Larsson.

Ar romantoù polis e Breizh

kemmañ

Kalzig romantoù polis a c'hoavezh o istor e Breizh pe zo gant tudennoù breizhat, skrivet gant aozerien vreizhat pe estren.

Ar romantoù polis gallek

kemmañ

An niver brasañ anezho eo ar romantoù polis e galleg.

Ar skrivagnerien vreizhat

kemmañ
 
Jean Failler e Saloñs al Levr e Kemper e 2012

XIXvet kantved : kit da welout ar rannbennad diwar-benn an XXvet kantved (Paol Feval, Jules Verne).

El lodenn gentañ eus an XXvet kantved e oa brudet kenañ ar skrivagner Arthur Bernède. Krouet e voe gantañ tudennoù brudet evel Belphégor, Judex, Mandrin ha Vidocq. Mennegomp ivez Pierre Souvestre, Pierre Zaccone, Auguste Le Breton, Yann Le Cœur, André Reuzé...

Unan eus brudetañ skrivagnerien romantoù polis breizhat a voe Serge Arcouët goude an Eil Brezel Bed. Adalek ar bloavezhioù 1950 ha betek e varv e 1983 e skrivas romantoù polis awenet gant giz ar romantoù stadunanat. Skrivagner kentañ Frañs embannet gant an heuliad hollvrudet Série Noire e voe e 1948. Mennegomp ivez Roje an Tailhanter, Jean-François Coatmeur, Hervé Jaouen...

Adalek ar bloavezhioù 2000 eo deuet ar "romantoù polis breizhat" da vezañ un isrumm lennegezh, dre meur a heuliad embannet gant Yoran Embanner, Palemon, Editions Alain Bargain, Geste Editions, Montagnes Noires Editions, Astoure hag all. Lod anezho a zo romantoù aes da lenn evit ar vakañsoù, a-wechoù gant ur c'hoari-gerioù pe ur rim bennak gant anv ur gêr en titl (da skouer Diabolo Nantes, Saint-Brieuc de mile feux, Code Assassin à Trébeurden, Mahattan Tréboul, Les dormeurs du Val de Rance...). Reoù all a zo romantoù "siriusoc'h" ha lennegeloc'h. E-touez ar skrivagnerien a-vremañ e c'haller menegiñ Jean Failler hag e dudenn Marie Lester, Jean-François Parot hag e dudenn Nicolas Le Floc'h, Stéphane Pajot, Caryl Férey, Franck Darcel... Léo Tanguy zo ur c'hazetenner e-barzh un heuliad krouet gant Gérard Alle, José-Louis Bocquet, Denis Flageul ha Sylvie Rouch, skeudennaouet gant Bruno Le Floc'h hag embannet gant Coop Breizh.

Ar skrivagnerien c'hall

kemmañ

E-barzh romantoù polis ar skrivagnerien c'hall e vez alies ar Vretoned mezvierien ha paour-kaezh tud brizhkredennus pe siet. Da skouer L‘Ile aux trente cercueils gant Maurice Leblanc, ur romant polis ha moliac'hel. Lod eus istorioù an heuliad brudet Le Poulpe, e romantoù pe bannoù-treset, a c'hoarvezh e Breizh. Hag e Sant-Nazer e voe troet ar film tennet dioutañ. Lod eus romantoù polis Fred Vargas a c'hoarvezh e Breizh ivez : Un peu plus loin sur la droite ha dreist-holl he romant brudetañ Pars vite et reviens tard. Ennañ e kaver meur a dudenn vreizhat, en o zouez an "haroz" Joss Le Guern, martolod alkoolek, hag Hervé Ducouëdic. Mennegomp ivez : Une île bien tranquille gant Pascale Dietrich, Terminus Belz gant Emmanuel Grand...

Mennegomp ivez ar romant polis istorel Fleur de Tonnerre, istor Hélène Jegado kontet gant Jean Teulé.

Ar skrivagnerien velgiat

kemmañ

Hollvrudet eo heuliad ar c'homiser Maigret ijinet gant Georges Simenon. Le Chien jaune (1931), un enklask eus komiser ar polis justis, a c'hoarvezh e Konk-Kerne. Unan eus romantoù Maigret kentañ ha brudetañ eo. Ur festival Le Chien jaune zo bet krouet e Konk-Kerne. E Les Mémoires de Maigret (1951) e teskomp e voe skoliet ar c'homiser e Naoned pa oa bugel, goude marv e vamm[2].

Ar romantoù polis brezhonek

kemmañ

— Deuet oun, aotrou komiser, da daoler eur banne sklerijen war afer al laeronsi great e maner an itron Kerbrochec.

— Ah ! ah !... eun dra bennag a ouezit, aotrou !... Pe hano ho peus, mar plich ?

Loeiz ar Floc'h, An diou vuntrerez, 17t rann, Ar Bobl, 8 C'hwevrer 1913, p. 1

Degadoù a romantoù polis hag a zanevelloù polis zo bet embannet e brezhoneg. Meur a hini a voe skrivet gant Roparz Hemon, evel Diamantoù Keroulaz (1964) pe An Ti a Drizek Siminal (1956). Mennegomp ivez En ur rambreal (1943) gant Yann-Vari Kerwerc'hez, Brezel ar Rigadell (1994) gant Goulc'han Kervella, Brestiz o Vreskenn (1986) gant Yann Gerven, Andon ar gasoni (2011) hag An dilastezer (2018) gant Mich Beyer, Muntr ar Priñs Melar (2018) gant Armel Le Sec'h, Yann Bijer, Yann-Fañch Jacq, Yann-Fulub Dupuy, Garmenig Ihuellou, Muntr ar gourmarc'had gant Jakez Konan, Monika Piarden, Mikael Madeg, Yann-Bêr Kemener, Paol ar Meur, Laurence Lavrand, Jerom Olivry, Serj Richard, Jakez-Erwan Mouton, Herve Lossec ha Paskal an Intañv.

Romantoù-polis klasel Edgar Allan Poe, Arthur Conan Doyle, Agatha Christie, Pétros Márkaris, Jean Failler pe c'hoazh Peter Tremayne zo bet troet e brezhoneg. "Tangwall en Dielldi Istorel", ur romant-polis skrivet e katalaneg gant Josep Gòrriz evit ar grennarded, zo bet troet ivez.

Ar romantoù polis er yezhoù all

kemmañ

Ar skrivagner alaman brudet Jörg Bong, muiañ anavezet dindan e anv-pluenn Jean-Luc Bannalec, en deus skrivet kalz romantoù a c'hoarvezh e Breizh : troioù-kaer ar c'homiser Georges Dupin.

Pennadoù nes

kemmañ

Gwelet ivez Ar c'hant gwellañ romant-polis.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Patrom:Pennad-skrid.
  2. « Maigret en Bretagne » ennañ daou romant : "Le Chien jaune" ha "Les Mémoires de Maigret", Livre de Poche, 2011 - ISBN 978-2-253-16125-7.


  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Porched al Lennegezh vrezhonek – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezh vrezhonek.