Marc'h-houarn
Ar marc'h-houarn (pe marc'hig-houarn[1], pe bisiklet[2], pe belo[3]) zo un ardivink, anezhañ ur framm dir pe garbon ha divrod outañ peurvuiañ (met un ardivink unrodek, teirrodek, pe bederrodek e c'hall bezañ ivez a-wechoù), a vez kaset war-raok dre nerzh an den a zo warnañ hag a bouez gant e dreid war troadikelloù da lakaat ar rodoù da dreiñ.
Dre fent e vez lavaret "marc'h-gaol" ha "marc'h-treut" a-wechoù.
A bep seurt marc'hoù-houarn a zo, ha marc'hhouarnerezh a reer eus ar mont war varc'h-houarn, a zo un doare da emzezougen, hag ur sport ivez gant redadegoù.
An ardivink
kemmañE deroù an XIXvet kantved ez eo deuet an ardivink war wel en Europa. N'eo ket en 1790 na gant Mede de Sivrac (un den ganet e faltazi ur c'hazetenner broadelour gall) e voe ijinet ar c'hentañ marc'h-houarn, hogen gant un Alaman.
E 1817 e voe ijinet, gant an ijinour Karl Drais (1785-1851), ur mekanik koad, div rod dezhañ, hag ac'h ae en-dro gant an treid un den.
Abaoe dibenn an XIXvet kantved ez a en-dro gant ur chadenn ha troadikelloù.
-
Emdroadur ar marc'h-houarn abaoe deroù an XIXvet kantved
-
Elfennoù pouezusañ ur marc'h-houarn a vremañ
Tizh
kemmañDre voaz ez a un den ordinal etre 16 ha 32 km an eur. Gant ur marc'h-houarn reder ez aio ur reder gourdonet-mat betek 50 km an eur war ar plaen, e-pad un herrad berr. Ar buanañ a zo bet gwelet war ar plaen a zo bet gant Sam Whittingham e 2008, en deus graet 132,5 km an eur war ur marc'h-houarn aerodinamek, ur rekord bedel.
Teir pe beder gwech buanoc'h eget war droad ez eer war varc'h-houarn.
Efedoù
kemmañYec'hed
kemmañDre ma ra droug d'ar yec'hed chom hep fiñval e ra vad bale war varc'h-houarn, daoust ma n'eo ket kenkoulz ha kerzhout, a vez lavaret alies. N'eo ket ken start ha redek, ha vad a ra d'ar galon. Erbedet eo gant an OMS ha Komision Europa evit stourm ouzh ar rebouez. En Izelvroioù eo ul labourer diwar dri hag a ya bemdez d'e zevezh war varc'h-houarn, hag ar re-se ne vezont ket klañv ken alies hag ar re all.
Ouzhpenn-se n'eo ket ur benveg dañjerus evel ar c'harr-tan.
Disaotr
kemmañNebeut a energiezh a ya da ober ur marc'h-houarn, e-skoaz ur c'harr-tan, nebeutoc'h c'hoazh a vez devet ouzh e implij (dister a-walc'h eo ar "roud ekologel" laosket gantañ, evel a vez lavaret), nebeut a lec'h a ya gantañ.
Notennoù
kemmañ- ↑ Geriadur Vallée, pajenn 66.
- ↑ Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, F. Favereau, p. 70 (eus ar ger gallek bicyclette).
- ↑ Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, F. Favereau, p. 61 (eus ar ger gallek vélocipède).
Pennadoù kar
kemmañPorched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh. |