[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Ecuador

riez e gwalarn Suamerika

Ecuador pe Ekuador[1] (Skrivet Ekouador[2][3][4] ha memes Ekwador a-wezhioù ivez[5]), ent-ofisiel República del Ecuador, distagadur LFE: [reˈpuβlika ðel ekwaˈðor], ar pezh a dalvez “republik ar c'heheder" ( Kechuaeg: Ikwadur Ripuwlika; Shouareg: Ekuatur Nunka[6][7]), zo ur riez e gwalarn Suamerika. Harzoù en deus gant Perou war-du ar reter hag ar su ha gant Kolombia war-du an norzh. Emañ an Inizi Galápagos dindani, ur 1 000 km er c'hornaoueg d'an douar-bras, er Meurvor Habask. Quito eo e gêr-benn met Guayaquil eo ar gêr vrasañ.

República del Ecuador
Banniel Ardamezioù

Yezhoù ofisiel Spagnoleg
Kêr-benn Quito
Prezidant Daniel Noboa
Gorread
• Hollad
• Dour (%)

283 561 km²
5
Poblañs 16 815 320 (2018)
Stankter 59,3 ann./km²
Dizalc'hidigezh
• Disklêriet
• Anzavet
 Spagn
1830
13 a viz Mae 1830
Moneiz Dollar ar Stadoù-Unanet
Gwerzhid eur UTC-5 (-63)
Kan broadel Salve, Oh Patria
Kod Internet .ec
Kod pellgomz 593

War zouaroù Ekuador a hiziv e veve gwezhall meur a strollad amerindian a voe lonket tamm-ha-tamm gant an impalaeriezh Inka e-pad ar XVvet kantved. Trevadennet e voe ar vro gant Bro-Spagn e-pad ar XVIvet kantved, hag e teuas da vezañ dizalc'h e 1820 evel ul lodenn eus Gran Colombia. Dont a reas da vezañ ur Stad e 1830. Melezouret eo hêrezh an div impalaeriezh gant liesseurted ar boblañs. Ar pep brasañ eus he 16 938 986 a annezidi zo hironed, ouzhpenn-se ez eus ur vinorelezh vras a Europeaned, Amerikaned henvroat, ha diskennidi eus Afrikaned. Ar spagnoleg eo ar yezh ofisiel ha komzet eo gant al lodenn vrasañ eus ar boblañs, daoust ma'z eus anavezet 13 yezh henvroat ivez, en o mesk ar c'hechuaeg hag ar Shouareg.

Stad Ekuador zo ur republik demokratek dre zileuriañ hag ur vro o tiorren[8] a zepant kalz eus gwerzh marc'hadourezhioù evel an tireoul ha produioù al labour-douar (bananez ha favennoù kakao) hag ar beskerezh (kresteneged ha pesked). Gouarnet eo evel ur republik demokratel prezidantel. Emañ ar vro e-touez diazezerien Aozadur ar Broadoù Unanet, Aozadur ar stadoù amerikan, Mercosur, PROSUR ha luskad ar stadoù distag diouzh ar bloc'hoù.

Unan eus ar 17 bro vegalieseurt er bed anezhi[9][10], Ekuador a ro bod da galz plant ha loened endemek, e-giz re an Inizi Galápagos. Oc'h anavezout he hêrezh ekologel hep e bar, bonreizh nevez 2008 eo ar c'hentañ er bed a anavez gwirioù eus an Natur gwarezet gant al lezenn, pe gwirioù eus an Ekoreizhiad[11].

Hervez ar Greizenn enklaskoù diwar-benn an ekonomiezh hag ar politikerezh, etre 2006 ha 2016, ez eo digresket ar baourentez eus 36.7% da 22.5% hag ar PDG bloaziek dre benn zo kresket eus 1,5 dregant (Da geñveriañ gant ar 0,6 dregant en daou zekvloaziad kent). D'ar memes mare, kenefeder Gini ar vro diwar-benn an dizingalded ekonomikel zo diskennet eus 0,55 da 0,47[12].

Orin an anv

kemmañ

Tennañ a ra ar vro hec'h anv eus ar c'heheder a dreuz ar vro penn-da-benn hag a dremen nepell diouzh Quito, ar gêr-benn.

Melestradur

kemmañ

Rannet eo Ecuador e 22 broviñs.

Kartenn Ecuador 
Proviñs Kêr-benn
Azuay Cuenca
Bolívar Guaranda
Cañar Azogues
Carchi Tulcán
Chimborazo Riobamba
Cotopaxi Latacunga
El Oro Machala
Esmeraldas Esmeraldas
Galápagos Puerto Baquerizo Moreno
Guayas Guayaquil
Imbabura Ibarra
Proviñs Kêr-benn
Loja Loja
Los Ríos Babahoyo
Manabí Portoviejo
Morona-Santiago Macas
Napo Tena
Orellana Puerto Francisco de Orellana
Pastaza Puyo
Pichincha Quito
Sucumbíos Nueva Loja
Tungurahua Ambato
Zamora-Chinchipe Zamora

Liammoù diavaez

kemmañ


Notennoù

kemmañ
  1. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton français, 1978
  2. Erwan Troal, "Betek dent-heskenn an Andoù", Al Liamm, Nnn 109, 1965, p. 98 et passim
  3. Katell Chantreau, Oberour, ha Jean Bossard, skeudennaouer, Caminante : Danevelloù eus an Andoù, Oeil électrique, 2006
  4. Jorj Abherve-Gwegen, A-hed ar Panamericana, Aber, 2007
  5. Imbourc'h, 30 a viz Ebrel 1974, Nnn 51-52, p. 113 ; Gouel ar filmoù, Douarnenez, follenn enskrivañ, 2015
  6. Chicham atiakur metek atin turakur, pénke takakainiachu tuke enentaimtusartiniaitji. Secretaría Nacional de Planificación y Desarrollo (2014).
  7. (2003) Chicham: Dictionario Enciclopédico Shuar-Castellano. Wea Nekaptai. 
  8. World Economic Outlook Database, April 2019. International Monetary Fund.
  9. South America Banks on Regional Strategy to Safeguard Quarter of Earth's Biodiversity., Conservation.org (16 September 2003).
  10. Oficialmente Ecuador es el país de las orquídeas- Noticias de Cuenca – Azuay – Ecuador – Eltiempo de Cuenca.
  11. Ecuador Adopts New Constitution – With CELDF RIGHTS of NATURE Language., Community Environmental Legal Defense Fund. Retrieved 7 September 2009.
  12. Decade of Reform: Ecuador's Macroeconomic Policies, Institutional Changes, and Results.