[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Barbados zo un enezenn hag ur stad etre ar Mor Karib hag ar Meurvor Atlantel. Bridgetown e parrez St. Michael eo ar gêr-benn.

Barbados
Banniel Ardamezioù

Sturienn
Pride and Industry
("Lorc'h ha labour")
Kan broadel
In Plenty and In Time of Need
("Er builhentez hag en amzer an dienez")

Ti ar Breujoù
Melestradur
Kêr-benn Bridgetown
Gouarnamant Republik
Dizalc'hiezh
diouzh ar Rouantelezh-Unanet
30 Du 1966
Republik 30 Du 2021
Prezidantez Sandra Mason
(30 Du 2021)
Kentañ ministr Mia Mottley
Yezhoù Saozneg (ofisiel)
Kreoleg bajan (anzavet)

Moneiz Dollar Barbados ($)
(BBD)
Gwerzhid-eur UTC–4 (AST)
Douaroniezh
13° 05' N – 59° 37' K

Gorread 439 km²
Poblañs 287 025 (2019)
Stankter 654 annezad/km²

Internet www.gov.bb

Melestradur

kemmañ
 
Sandra Mason e 2019

Dizalc'h eo abaoe miz Du 1966. Etre 1966 ha 2021 e oa stag ouzh ar Rouantelezh-Unanet. Rouanez Bro-Saoz e oa penn ar Stad hag ur c'hentañ ministr a veze anvet goude un dilennadeg.
D'an 30 a viz Du 2021 eo deuet da vezañ ur republik, gant Sandra Mason, bet dilennet da brezidantez d'an 20 a viz Here 2021, en he fenn ha Mia Mottley da gentañ ministr[1].

Rannoù melestradurel

kemmañ

Rannet eo an enez e parrezioù, evel Jerzenez ha Gwernenez. Unnek parrez zo :

1. Christ Church
2. Saint Andrew
3. Saint George
4. Saint James
5. Saint John
6. Saint Joseph

 

7. Saint Lucy
8. Saint Michael
9. Saint Peter
10. Saint Philip
11. Saint Thomas

N'ouzer ket gwall vat piv e voe an Europiz kentañ o tegouezhout e Barbados, met sur eo ne oa ket a-raok dibenn ar XVvet kantved, ha kentoc'h er XVIvet kantved. Kalz a soñj e oant Portugaliz, war o hent da Vrazil, met marteze e oa bet Spagnoled en o raok. E-pad pell ne reas ket van Europiz eus an enez, nemet dont a reas Spagnoled da sklaveta meur a wech, ma tigreskas ar boblañs orin, ouzhpenn ma tec'has lod da inizi all.

Er XVIIvet kantved e tegouezhas ar Saozon.

Notennoù

kemmañ