[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Ur prederour skosat e oa Adam Smith (1723-1790).

Adam Smith (Scottish National Gallery)
Sinadur Adam Smith

Ganet ha badezet e oa bet e Kirkcaldy d'ar 5 a viz Mezheven 1723. Adam Smith a oa anv e dad ha Margaret Douglas hini e vamm.
Goude bezañ bet skoliataet e Burgh School Kirkcaldy e studias e Skol-veur Glasc'ho etre 1737 ha 1740.
Etre 1740 ha 1746 e voe studier e Balliol College Oxford.
Etre 1748 ha 1751 e roas kentelioù e Dinedin.

E 1751 e voe dilennet da gemer ar gador-gelenn a boelloniezh e Skol-veur Glasc'ho. E 1752 e voe roet dezhañ ar gador-gelenn a brederouriezh divezel er memes skol-veur. E 1764 e roas e zilez.
E 1759 e voe embannet evit ar wech kentañ The Theory of Moral Sentiments ("Teorienn ar santadoù divezel"), unan eus e oberennoù pouezusañ. C'hwec'h gwezh e voe embannet e-pad e vuhez (e 1790 evit ar c'hwec'hvet embannadur).

E 1761 e voe embannet Considerations Concerning the First Formation of Languages er Philologigal Miscellany.

Etre 1764 ha 1766 e voe kelenner an Dug a vBuccleuch en Europa hag e veajas gantañ en Europa ha, dreist-holl, e Frañs. Eno e kejas ouzh prederourien hag ekonomourien evel Turgot ha Quesnay.
Distroet da gKirkcaldy e krogas da labourat war e "Enklask war natur hag abegoù pinvidigezh ar broadoù" (An Inquiry into the Nature an Causes of the Wealth of Nations). Dek vloaz a labouras war al levr-mañ.

E 1773 e reas e annez e Londrez. Embannet e voe The Wealth of Nations evit ar wech kentañ d'an 9 a viz Meurzh 1776.

E 1778 e voe anvet Adam Smith Commissioner of Customs (komiser a valtouterezh). Graet en doa e annez e Dinedin.

E 1787 e voe dilennet da Lord Rector skol-veur Glasc'ho.

Mont a reas da Anaon d'ar 17 a viz Gouere 1790 e Dinedin.

Anavezet eo en istor evel tad ar skiant armerzhel arnevez.
E oberenn bennañ, Pinvidigezh ar broadoù (The Wealth of Nations), zo unan eus an testennoù hag a ziazezas ar frankizouriezh armerzhel. Aweniñ a reas kalz armerzhourien war e lerc'h (David Ricardo, Jean-Baptiste Say...), ar re a vo graet ar re glasel anezho gant Karl Marx.

Gwelet a rae al labour evel diazez a holl binvidigezhioù ha diazez talvoudegezh eskemm ar madoù. Rannadur al labour ha diorroadur an ijinerezh a zo evitañ mammenn kresk ar produ. Gwellweler e oa. Gwikefre a prizioù a zegas evitañ ar c'hempouez etre ar goulenn hag ar c'hinnig hag an interestoù prevez ha ya ez-naturel war du an interest hollek.
Kevezerezh ha frankiz an eskemmoù a zo hervezañ diazezoù ar politikerezh ekonomikel.

An darn vrasañ eus an armerzhourien a wel Adam Smith evel « tad an armerzh politikel ». Koulskoude bez 'zo lod a gav dezho, evel an aostrian Joseph Schumpeter, eo un oberer bihan peogwir n'eus ket kalz soñjoù orinel en e oberenn.

Mammennoù

kemmañ
  • Adam Smith ; The Wealth of Nations - Books I-III - Edited with an introduction and notes by Andrew Skinner" ; Penguin Books, 1999.
  • Le Petit Robert des noms propres embannadur 1995.