[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Tuadur reizhel

Eus Wikipedia


Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Implijet e vez an termen 'tuadur reizhel evit komz eus an darempredoù reizhel an dud hervez rev an dud ma vezont sachet oute pe ivez d'o pratikoù reizhel en un doare ledanoc'h. Alies e vez lakaet an termen koshoc'h-mañ implijet dreist-holl er bloavezhioù 1970-80 da vezañ heñvelster gant an termen nevesoc'h revelezh denel.

Daoust ha ma hañval bezañ liammet stadoù-den revel-se ouzh an tuadur reizhel, n'eo ket eeun al liamm-se dre ret atav, rak unan a c'hell bezañ arallrevour ha kaout darempredoù gant paotred all gwech ha gwechall (s.o. MSM) pe c'hoazh heñvelrevour ha chom hep kaout darempredoù reizhel ebet.

Ledan-tre e c'hell bezañ ster an termen tuadur reizhel oc'h ober dave da pratikoù an dud dre vras kentoc'h evit deskrivañ o revelezh hervez rev an dud ma karont pe ma klaskont kaout darempredoù reizhel gante pe get, evel an dud anreizhel pe emrevel.


Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.