[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Tipi

Eus Wikipedia
Un tipi oglala (1891)

Un tipi (liester: tipioù) a zo un deltenn gernennek a veze implijet gant meuriadoù Indianed Norzhamerika kantreidik – pe arsezat pa vezent o chaseal – eus ar Plaenennoù Meur. Graet e vezent gant peulioù koad ha goloet gant krec'hin (bizon evit an aliesañ). Lojeiz aes ha klet e oant. Sec'h er marevezh gleb, aes da dommañ er marevezhioù yen, ha fresk e-kerzh an hañv. Skañv e oant hag aes da zispenn ha da adsevel pelloc'h.

Dont a ra an anv eus al lakotaeg thí hag a dalvez "(bezañ o) chom, anneziñ", ha pi a zo un dibenn liester (un dra bennak evel annezont). Evel ma c'haller implijout ar verboù evel anvioù e lakotaeg e talv kement hag "annez" pe ti end-eeun.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.