[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Rudy Giuliani

Eus Wikipedia
Rudy Giuliani o reiñ harp da Donald Trump e miz Eost 2016

Rudolph William Louis "Rudy" Giuliani ganet d'an 28 a viz Mae 1944 a zo un den a afer, ur politkour stadunanat. 107vet maer New York e voe etre ar 1añ a viz Genver 1994 betek an 31 a viz Kerzu 2001.

Ezel eo d'ar Strollad Republikan. Brudet eo evit kaout un doare komz dichek da geñver e enebourien pe an dud a zispriz.

War ar renk e oa evit an dilennadegoù prezidant e-pad caucus 2008.

Dilennadeg Donald Trump

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus harp Donald Trump e voe e-pad kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2016.

Manifestadegoù a zo bet e kêrioù bras 'zo eus Amerika evit enebiñ ouzh dilennadeg Donald Trump, un Hashtag a zo bet krouet "Notmypresident". E-touez ar vanifesterien e oa adkavet ar ganerezh Cher. Rudy Giuliani harp a-grenn Donald Trump a respontas en ur keñveriañ ar vanifesterien gant babiged moumouned[1]

"We're bringing up a generation of spoiled crybabies [...] most of the kids aren't crying. Most of the kids are going to class.""

Rudy guiliani war tachenn labourioù chanter ar World Trade Center goude gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001

Buhez prevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Giuliani a zo bet dimezet teir gwech, gant Regina Peruggi, Donna Hanover ha Judith Nathan. D'ar 26 a viz Here 1968, dre goude ma voe diplomet eus ar skol-gwir e timezas gant e eil kenitervez, Regina Peruggi, en em anavezout a raent aboe o bugaleaj.

Giuliani a reas anaoudegezh gant Donna Hanover ur vaouez brudet er skinwel e-pad ar bloavezh 1982, kroget int d'en em welet pa oa he o labourat e Miami.

Naontek vloaz goude ma yeas da Anaon tad Rudy Guiliani d'an oad a 73 vloaz (e-miz Ebrel 1981) gant ur c'hrign-bev ar prostat e Memorial Sloan–Kettering Cancer Center, Giuliani a oa bet kelaouet da vezañ tapet gant ar memes kleñved. Oadet a 55 bloaz ur biopsy graet e miz Ebrel 2000 a voe sklaer gant an disorc'hoù. Pareet eo bet goude mizioù ha mizioù stourm ouzh ar c'hleñved, dreist-holl dre pareoù an ospital Mount Sinai Medical Center.

Kredennoù relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rudy Giuliani a nac'h da respont da goulennoù awenet gant e gredennoù relijiel pe e hengounioù met sklaer eo gantañe vez ul lodenn vras eus e vuhez diazezet war ar relijion gatolik. Pa voe goulennet dezhañ ma oa ur kredour gwir kristen, Giuliani en doa respontet

""My religious affiliation, my religious practices and the degree to which I am a good or not-so-good Catholic, I prefer to leave to the priests.""


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]