[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Pont Krimea

Eus Wikipedia
Pont Krimea e 2019

Pont Krimea (rusianeg: Крымский мост, tr. Krymskiy most, IPA: [ˈkrɨmskʲij most]), lesanvet Pont Kerch, eo anv ur pont gant pevar hent oto ha div linenn tren. Liammañ a ra arvor Kerch etre beg-mor Taman gant Krai Krasnodar e Rusia ha ledenez Kerch e Krimea. Savet eo bet gant Kevredad Rusia goude ma voe staget Krimea outi e penn kentañ ar Brezel etre Ukraina ha Rusia e 2014.

Lid digeriñ Pont Krimea e 2019

Koustet en deus ₽227,92 bilion (US$3,7 bilion) ha 19 km eo e hed. Ar pont brasañ eo en Europa hag an hini hirañ savet en istor Rusia. Ouzhpenn an dezougen trevourel ha milourel, evit Rusia eo ivez un doare da ziskouez eo mestr war Grimea.

Un darzhadenn zo bet d'an 8 a viz Here 2022.