[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Skritur berberek

Eus Wikipedia
Un destenn skrivet e tifinagh

Implijet e vez ar skritur berberek pe tifinagh (distaget LFE [tifinaɣ]) gant an Douareged evit ober dre skrid gant o yezh verberek, an tamachekeg.

Gwechall e veze implijet un doare-skrivañ koshoc'h hag heñvel outañ anvet skritur libiek evit skrivañ yezhoù berberek all war un tachenn kalz ledanoc'h a-hed Norzh Afrika hag ivez en Inizi Kanariez. Implijet eo bet a-wechoù ivez evit skrivañ yezhoù nann-berberek komzet tro-war-dro, evel an tagdaleg.

Er penn-kentañ e oa un abjad an doare-skrivañ-mañ, da lâret eo ne veze ket merket ar vogalennoù gantañ, nemet e diwezh ur ger. Kinniget ez eus bet gwecha ha gwech all avat arouezioù arbennik evit merkañ ar vogalennoù en un doare ingal, hag e lod lec'hioù e vez implijet arouezioù vogalennoù tennet diwar ar skritur arabek.

Kemm-digemm eo stumm resis pep lizherenn hervez al lec'h, ha daoust ha ma vez skrivet a gleiz da zehoù atav hag e pep lec'h bremañ, gwechall e veze skrivet an henskritur libiek eus al laez d'an traoñ peurliesañ.

Er bloavezhioù 1960 e oa bet kinniget gant Akademiezh ar berbereg (AaB), evit ar wech kentañ, ur reizhiad unvan a reer nevez-tifinagh anezhi. Skrivet e vez a gleiz da zehoù en ur verkañ ar vogalennoù en un doare ingal, hag adkempennet eo bet evit ma klotfe gwelloc'h gant fonologiezh yezhoù berberek an norzh. E 2003 e oa bet degemeret ar skritur-se evit kelenn ar berbereg e Maroko.

Kod Lizherenn Treuzlizheradur Anv
2D30 a ya
2D31 b yab
2D32 bh yabh
2D33 g yag
2D34 gh yaghh
2D35 dj AaB : yaj
2D36 dj yaj
2D37 d yad
2D38 d. yadh
2D39 d. yadd
2D3A d. yaddh
2D3B e yey
2D3C f yaf
2D3D k yak
2D3E k Touaregeg yak
2D3F kh yakhh
2D40 h yah
2D41 h AaB : yah
2D42 h Touaregeg yah
2D43 h. yahh
2D44 a yaa
2D45 kh yakh
2D46 kh Touaregeg yakh
2D47 q yaq
2D48 q Touaregeg yaq
2D49 i yi
2D4A j yazh
2D4B j Ahaggar yazh
2D4C j Touaregeg yazh
2D4D l yal
Kod Lizherenn Treuzlizheradur Anv
2D4E m yam
2D4F n yan
2D50 ny Touaregeg yagn
2D51 ng Touaregeg yang
2D52 p yap
2D53 u yu
2D54 r yar
2D55 r. yarr
2D56 gh yagh
2D57 gh Touaregeg yagh
2D58 gh Ayer yagh
2D59 s yas
2D5A s. yass
2D5B sh yash
2D5C t yat
2D5D t. yath
2D5E ch yach
2D5F t. yatt
2D60 v yav
2D61 w yaw
2D62 y yay
2D63 z yaz
2D64 z Tawelemeteg yaz
2D65 z. yazz
2D6F +w Sin an diweuzañ
2D5C 2D59 ts yats
2D37 2D63 dz yadz
2D5C 2D5B ch yach
2D37 2D4A dj yadzh

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) C.N.R.S., L'alphabet touareg : histoire d'un vieil alphabet africain, C.N.R.S., 2015, ISBN 978-2-271-08339-5

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]