[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Skritur banglaek

Eus Wikipedia

N'eo ket ar skritur banglaek (bengali) ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war patrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ ar banglaeg hag an asameg dreist-holl.

Un nebeud diforc'hioù bihan zo etre al lizherennoù implijet evit skrivañ ar bengaleg hag ar re implijet evit an asameg: rô (banglaeg র; asameg ৰ) ha vô (n'eus ket e banglaeg; asameg ৱ).

Meur a stumm ispisial ha luziet a-walc'h a-wechoù ivez zo evit skrivañ al lizherennoù kevrennek, da lâret eo pa c'hoarvez ur gensonenn war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze. Diaezet a-walc'h eo deskiñ lenn ha skrivañ ar bengaleg rak en holl ez eus ur 500 lizherenn bennaket o kontañ ar re gevrennek.

An abugida banglaek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vogalennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En holl ez eus 11 lizherenn gouestlet da skrivañ seizh vogalenn ar bengaleg ouzhpenn ur re diftongennoù.

E pep lizherenn silabennek diazez ez eus ur gensonenn mui ar vogalenn "o". Chenchet e c'hell bezañ ar vogalenn dre ouzhpennañ sinoù isipial. Diskwelet e vez implij ar vogalennoù stag-mañ en daolenn-mañ da heul gant skouer al lizherenn diazez ক "ko". A-hend-all e vez implijet ur sin ispisial anvet hôshonto (্) evit diskwel ez eo mut ar vogalenn el lizherenn diazez.

Ar vogalennoù
Lizherenn Gant [kɔ] (ক) Treuzlizherennadur Distagadur (IPA)
(hini ebet) kô ha ko kɔ ha ko
কা ka ka
কি ki ki
কী ki ki
কু ku ku
কূ ku ku
কৃ kri kri
কে kê and ke {kæ ha ke
কৈ koi koj
কো ko ko
কৌ kou kow
Sinoù all
Gant [kɔ] (ক) Anv Talvoud Treuzlizherennadur Distagadur (IPA)
ক্ hôshonto mutaat ar vogalenn - [k]
কৎ khônđo tô "t" en dibenn [t] (ত) t [kɔt]
কং ônushshôr Fri toenn-ar-genoù ņ [kɔŋ]
কঃ bishôrgo C'hwezañ : [kɔh] / [kɔ]
কঁ chôndrobindu Friadur ñ [kɲ]

Ar c'hensonennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'hensonennoù
Lizherenn Anv Treuzlizherennadur Distagadur (IPA)
k k
khô kh kh
g g
ghô gh gɦ
uņô ņ ŋ
chô c
chhô ch h
borgio jô
(burgijjô)
j IPA|dʒ
jhô jh ɦ
iñô ñ ɲ
ţô ţ ʈ
ţhô ţh ʈh
đô đ IPA|ɖ
đhô đh ɖɦ
murdhonno ňô
(moddhennô)
ɳ
t
thô th h
d
dhô dh ɦ
donto nô
(dontennô)
n
p p
phô ph ph
b b
bhô bh bɦ
m m
ôntostho ĵô
(ontosteĵô)
ĵ
bôe shunno rô r ɾ
r ɾ
l l
v v
talobbo shô
(taleboshshô)
ş/sh ʃ
murdhonno shô ş/sh ʃ
donto shô
(donteshshô)
ş/sh and s ʃ/s
h h
য় ôntostho ô
(ontosteô)
y -
ড় đôe shunno ŗô ɽ ɽ
ঢ় đhôe shunno ŗô ɽh ɽ
Ar sifroù
Arabek 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9
Bengalek
Anv e bengaleg shunno æk dui tin char pañch chhôy shat nôy
শুন্য এক দুই তিন চার পাঁচ ছয় সাত আট নয়
Anv e asameg xunno ek dui tini sari pas say xat ath

Gwelet ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]