[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Selgovae

Eus Wikipedia
Bro ar Selgovae, hervez Klaudios Ptolemaios.

Ar Selgovae a oa ur bobl vrezhon eus hanternoz Enez Vreizh, er reter d'an Novantae, e Dumfriesshire ha reter Galloway, e mervent Skos, a zo meneget o anv e Douaroniezh Klaudios Ptolemaios. N'ouzer ket kalz hiroc'h eget ar meneg-se.

Sed a oa anvioù o c'hêrioù, hervez Plolemaios: Carbantorigum, Uxellum, Corda, ha Trimontium. Koulskoude ne oa ket kêrioù er c'hornad en amzer-se, neuze ne rae nemet menegiñ pe kampoù roman pe kreñvlec'hioù brezhon.

Aet e vije o bro d'ober ur rann eus Rheged, e kornôg Skos eta, goude disparti ar Romaned. Darn avat a gomz eus Gododdin, met neuze e vefe er reter.

Evezhiadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lavaret ez eus bet e teue an anv Selkirk (iliz ar Selgovae?) eus hini ar Selgovae: da neuze e vijent bet diazezet ivez e reter Skos?
  • Dont a rafe anv ar Solway Firth eus hini ar Selgovae hervez lod, met hervez lod all e vije un anv saoznek rik.