[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Salé

Eus Wikipedia
Salé

Salé (arabeg : سلا ; tifinagh : ⵙⵍⴰ) zo ur gêr hag ur gumun e Maroko, e rannvro Rabat-Salé-Kénitra, war aod ar Meurvor Atlantel, en hanternoz da aber ar stêr Bouregreg, dirak Rabat, ar gêr-benn. Pontoù zo dreist ar stêr etre an div gêr.

Ur porzh morlaeron ha kourserien eo bet.

Gant ar Fenikianed e voe savet Salé ; Sala Colonia e oa hec'h anv en amzer ar Romaned. En Xvet kantved e teuas ar meuriad berber Beni Ifren da lakaat he c'hêr-benn eno. Kreskiñ a reas dindan an Almohaded en XIIvet kantved har ar merinied er XIVvet.

Ar morbreizherezh a voe kaset war-raok gant ar moriscos, betek Kernev-Veur, Island hag an Douar-Nevez.