[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

José Pedro Cea

Eus Wikipedia
José Pedro Cea

José Pedro Cea pe Pedro Cea (lesanvet Vasco), bet ganet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1900 e Redondela[1] (Proviñs Pontevedra, Spagn) hag aet da Anaon d'an 18 a viz Gwengolo 1970 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (araoger e bost dezhañ war an dachenn). Mont a reas da zibaber skipailh broadel Uruguay, eus 1941 da 1942, war-lerc'h e amzer c'hoarier.

Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, e kleuboù en Uruguay :

Seizh gwech warn-ugent en devoa douget krez La Celeste[2] etre 1923 ha 1932, ha merket trizek pal.

Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1929 ha 1930.

Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1923 ha 1924. Tapet e voe an trivet plas e 1929.

E 1942 ez eas ar maout gantañ ivez, evel dibaber skipailh Uruguay an dro-mañ avat.

Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù).

Kemeret en devoa perzh José Andrade en un dalc'h hepken :

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Diouzh mammennoù 'zo e vije bet ganet en Arroyo Seco, ur c'harter eus Montevideo.
  2. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.