[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Istor an timbroù

Eus Wikipedia

An timbroù-post

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An timbroù-post a zo anezho (alies) tammoù paper pegus a vez implijet gant an neb a fell dezhañ/dezhi kas ul lizher dre hanterouriezh servijoù ar Post, en ur begañ ur skouerenn pe muioc’h war ar golo-lizher. Tra ma kinnig diouzh un tu ur skeudennig (mui ar priz, istitl ar skeudenn, anv ar velestradurezh, ar vro...) ez eo gwenn ha pegus an tu all.

An neb a zastum timbroù zo un timbrawour(ez).

Istor an timbroù-post

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rowland Hill.
Penny black

A-raok 1840 e vez paeet un taos – kêr-ruz a-wechoù – gant an hini a reseve ul lizher. Abalamour da se e veze nac’het alies degemer al lizhiri. Klask a rae an dud ober gant servij embregerezhioù prevez, pezh a oa nec’hus evit ar Stad. Seurt prederiadennoù a oa e penn an Ao. Rowland Hill (3 a viz Kerzu 1795 Kidderminster27 a viz Eost e Hampstead, Bro-Saoz), hennezh « Postmaster general » er Rouantelezh-Unanet

Ur wech ma oa an Aotroù Rowland Hill e-barzh un davarn en em gavas e-kichen ur vatezh a oa war-nes resev ul lizher skrivet gant he muiañ-karet. Hogen nac’h a reas-hi paeañ paotr al lizhiri evit abegoù arc’hant hervezi. Rowland Hill a ginnigas astenn an arc’hant dezhi pa respontas e oa diezhomm : ijinet gant ar c’houblad ur sistem tresadennoù munut war ar golo-lizher evit eskemm kenetrezo e oa trawalc’h taolañ ur sell ouzh ar c’holoenn evit kompren petra a oa kaoz.

Pa skrivas Rowland Hill an teuliad "Post Office reform, Its importance and practibility" e felle dezhañ kinnig un diskoulm aes ha marc’had-mat evit ma vefe paeet ar frejoù gant an neb a gase ul lizher. Ijin a reas neuze ul golo-lizher ofisiel da implij dre ret hag un tamm paper gwerzhet 1 penny (« Penny postage ») da vout peget ouzh forzh goloennoù-lizher. Ober gant an timbroù-se dre begañ anezho war ar golo-lizher a vefe prouenn eo bet paeet an taos ret evit kas al lizher. Nullet e vefe un adimplij bennak dre lousañ an timbr gant ur siell gant ar velestradurezh.

Tri bloaz a voe ret gortoz a-raok na vefe bet lakaet war ar marc’had an timbroù-post kentañ un tamm paper poltred ar rouanez Viktoria warnañ (« Black penny »). Poan he doa ar velestradurezh degemer ur sistem nevez gant an aon rak koll arc’hant bras.

Berzh a reas an timbroù er Rouantelezh Unanet ken-ha-ken, ha heuliet ar skouer e broioù all timat : kantonioù Bro-Suis Zürich ha Jeneva, Bro Vrazil (1843), ar Stadoù-Unanet hag Enez Maoris (1847), Bro-C'hall ha Beljia (1849), Kab ar Spi Mat, Chile ha Portugal (1853).

Stadoù, Broioù ha kêrioù-Stad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e vez timbroù gant melestradurezh ur Stad peurliesañ ha lakaet e gwerzh ganti en tiez-post pe dre harp ur rouedad burevioù prevez (stalioù-butun pe stalioù all). Unan eus perzhioù ur Stad eo ar moulañ ha gwerzhañ timbroù-post (hag un degas moneiz ivez !), hogen embannet ez eus bet dibaoe 167 bloaz kalzig timbroù-post e broioù nann-dizalc’h.

  • Er broioù afrikan, azian pe amerikan trevadennet gant ar Stad-C’hall, ar Rouantelezh-Unanet, Bro-bPortugal, Bro-Spagn, Bro-Veljia, Alamagn (betek 1918), an Izelvroioù ez eus bet embannet timbroù-post gant anv ar vro betek ma 'z eus bet gounezet o zizalc’hidigezh gant ar pobloù.

Skouerioù : Macau (Portugal), Basoutoland (R.U.), Rio Muni (Spagn), Martinik (Bro-C’hall), Curaçao (Izelvroioù), Inizi Mariana (Alamagn), Ruanda-Urundi (Belgia),

  • Pa c'hoarvez d’ur vro bezañ aloubet gant un arme estren e rank alies ar bobl degemer ar velestradurezh estren nevez. Er penn-kentañ ez vez implijet timbroù-post ar Stad alouber gant ur siell a ra anv eus ar Stad-se, a-wechoù eo timbroù ar vro aloubet eo zo implijet (Bavaria)

Da skouer e Bro-Elzas ha Loren (1940), Memel e Lituania (gant arme Bro C’hall), Ukraina (gant arme Alamagn), Roumania (gant arme Bulgaria)

  • E fin an XIXvet kantved ez eus bet digoret burevioù-post e broioù dindan dalc’h ar stadoù european kreñv : Kreta (burev gall hag aostrian), Sina (burevioù gall, saoz, alaman, rusian).
  • E-pad ar prantadoù brezel ez eus bet embannet timbroù gant melestradurezhioù rannvroel pe lec’hel zoken pa oa dibosubl ober gant timbroù boutin ar Stad (Barselona e 1931 pe e Polonia). Pa sav un rann eus ar bobl a-enep ar gouarnamant hag ar velestradurezh kreiz (Bro-Euskadi e 1868, Biafra e 1968, Taiwan abaoe 1949) e ra gant timbroù ar vro hepken.

Evite da vezañ anavezet evel gwir timbroù-post gant ar velestradurezh etrebroadel (Unvaniezh Postoù ar Bed - U.P.B.) e rankont bezañ bet moulet e anv ur veli mestr war ur pastez-vro bras pe get. Ne vir ket tud pe strolladoù zo ouzh moullañ ha skignañ timbroù-post faos, nann-anavezet gant ur velestradurezh-post en despet d’ar stumm (paper pegus, skeudenn, talvoudegezh…) par d’ar re wir. Lakaat da wir hunvre ur vro dizalc’h eo pal an tudennoù a embann seurt traoù hag a vez graet « Cinderella » anezho e saozneg. Seurt brizhtimbroù zo bet embannet e-pad an XXvet kantved e Breizh, Euskal Herria (Euskadi), bro ar Saharaoui, Nagaland (India)… evit dastum arc’hant ha brudañ ur stourm politikel. Furlukined a bep seurt o deus lakaet e gwerzh timbroù eus broioù n’eus ket anezho ivez evel Sealand.