[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

If I Had a Hammer

Eus Wikipedia

If I Had a Hammer, pe The Hammer Song, zo ur ganaouenn saoznek savet gant Pete Seeger ha Lee Hays e 1949, da skoazellañ an tu-kleiz stadunanat. Kentañ ma voe kanet gante o-daou a oa d'an 3 a viz Mezheven 1949 en ur sonadeg e New York, da-geñver ur goan aozet evit skoazellañ Strollad ar Gomunourien a oa bet kaset dirak al lez-varn.

Pa voe graet an enrolladenn gentañ e 1950 e oa anvet "The Hammer Song", gant al laz folk The Weavers, hag ennañ Pete Seeger, Lee Hays, Ronnie Gilbert ha Fred Hellerman. Ur bladenn 78 tro/mn e oa, gant "Banks of Marble" en tu all, embannet e ti Hootenanny Records. Abalamour d'ar saviad politikel moarvat ne reas ket berzh.

Sonjal a c'haller eo arouez ar gomunouriezh eo ar morzhol, ha n'eo ket ur benveg labour hepken; koulskoude eo eus morzhol ar barner ez eus kaoz, evel ma tispleg splann an oberour er ganaouenn. Ar c'hloc'h avat a laka da soñjal en istor SUA, hag e Liberty Bell Philadelphia.

Kanerien all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E 1962 e voe enrollet ivez gant Peter, Paul and Mary, ha berzh a reas peogwir e teuas da vezañ an trede pladenn muiañ gwerzhet.
  • Berzh a reas muioc'h c'hoazh pa voe kanet gant Trini López e 1963 : an trede pladenn muiañ gwerzhet e voe e SUA ivez, hag an hini gentañ e 25 bro.
  • E 1963 ivez e voe lakaet e galleg, gant Vline Buggy & Claude François, hag anvet Si j'avais un marteau, ha goude gant Les Surfs. Hiziv e seblant un tamm iskisoc'h c'hoazh eget neuze : e galleg n'eus roud eus liv politikel ar ganaouenn orin, ha ne gomprener ket ster ar ganaouenn zoken, met ar pal ne oa nemet klask dastum bruzun eus ar berzh etrebroadel hag eus ar gwenneien fonnus.

Kanet eo bet ivez gant Odetta, Harry Belafonte, Billy Fury, Frank Alamo (e galleg dibolitikel ivez), Wanda Jackson, Sam Cooke, Leonard Nimoy, Handy Andy, The Neville Brothers, Victor Jara, ha re all.

Adkemeret eo bet an ton da sevel meur a ganouenn vrezhonek(Daveoù a vank).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]