[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Karl Friedrich Schinkel

Eus Wikipedia
Schinkel e 1836.
Delwenn da Schinkel savet
gant Friedrich Drake, Schinkeplatz, Mitte, Berlin.

Karl Friedrich Schinkel (13 a viz Meurzh 1781 e Neuruppin - 9 a viz Here 1841 e Berlin) a oa ul livour hag un tisavour prusian. A bouez bras e voe e berzh el luskad nevezklasel e Prusia. Tres medalenn ar Groaz Houarn a voe savet gantañ.

E 1798 e paouezas gant e studioù el lise hag ez eas da Verlin ma teskas gant Friedrich Gilly hag e dad David. E 1803 e reas e veaj kentañ da Italia. Pa zistroas da Verlin e oa aloubet kêr gant arme Napoleon. D'ar mare-se e krogas da livañ, ha pa voe trec'het Frañs e voe lakaet e penn burev sevel Prusia (1815). E garg a oa degas kemmoù da Verlin ha lakaat ar gêr da vezañ un arouez eus Prusia.

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stil Schinkel a zo levezonet gant an disavouriezh gresian klasel, marteze a-walc'h peogwir e felle dezhañ pellaat diouzh ar stil roman bet degaset gant an alouberien c'hall. Ar savadurioù brudetañ savet gantañ a gaver e Berlin : Schauspielhaus (1819-1821) hag Alte Museum en enezenn ar mirdioù (1823-1830). Ouzhpenn kas savadurioù da benn e savas ivez danvez kelennadur. E vennozhioù a c'haller kavout en e raktresoù (nann kaset da benn) : lakaat an Akropol da Balez ar roue, pe aozañ Palez Orianda e Krimea. Ar steuñvioù savet gantañ a c'haller gwelout e Sammlung architektonischer Entwürfe (dastumad damdresadennoù savet etre 1820 ha 1837) hag e Werke der höheren Baukunst (1840-1842, 1845-1846).

Altes Museum Berlin.

Tud zo a soñje dezho ne c'hellas ket Schinkel ober kement ha ma felle dezhañ abalamour d'an degouezh politikel (Prusia aloubet gant Frañs). Livadurioù, kinkladurioù c'hoariva ha tisavouriezh diabarzh a reas ivez. Arbennigour e oa ivez : meur a rentañ-kont a savas diwar-benn iliz-veur Köln. E livadurioù a c'haller gwelout e meur a virdi e Berlin, evel an Alte Nationalgalerie.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.