[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Fangorn

Eus Wikipedia
Fangorn, Merry ha Pippin


Treebeard, e saozneg pe Fangorn e Sindarin, eo anv un Ent en Aotrou ar Gwalennoù gant J. R. R. Tolkien. Unan eus an tri hent koshañ eo d'ar mare ma c'hoarvez darvoudoù Aotrou ar Gwalennoù hag hervez Gandalf ez eo "ar boud bev koshañ a vale c'hoazh dindan an heol e Douar ar c'hreiz"[T 1]. Deskrivet eo evel ur boud ennañ war-dro 4,5 m uhelder, hag heñvel e neuz ouzh hini ur wezenn-faou pe un dervenn[T 1]. Emañ o vevañ e Koad Fangorn, a zoug e anv. E penn su ar Menezioù Latarek emañ ar c'hoad-se. E The Two Towers, Fangorn en em gav gant Merry Brandybuck ha Pippin Took, daou Hobbit eus ar Gontelezh. da heul ar gejadenn dic'hortoz-se e tegouezh darvoudoù a bouez en istor.

E Sindarin, unan eus yezhoù elfek Tolkien, "Fangorn" zo savet diwar fanga, "barv", ha orne, "gwezenn"[1]. Kevatal eo eta d'ar saozneg Treebeard, troet Sylvebarbe e galleg pe Barbebois e troidigezh Daniel Lauzon. Ar Rohirrim (marc'hegerien Rohan) a ra "Koad an Ented" eus Koad Fangorn. Meur a anv all zo roet da Goad Fangorn e Quenya : "Ambaróna" a dalvez "emsavadeg, sav-heol, oriant" eus amba, "war-laez" ha róna, "reter". "Aldalómë" a dalvez "tree twilight" from alda, "gwezenn" ha lómë, "kuzh-heol"[T 2]. "Tauremorna" a dalvez "Koad teñval" diwar taur, "koad", ha morna, "teñval"[T 2] "Tauremornalómë" a dalvez "Koad ar c'huzh-heol teñval"[T 3].

Amprestet e oa ar ger "Ent" digant an hensaozneg ent pe eoten, a dalvez "ramz". Tolkien en deus implijet ar ger a gaver en ur frazenn eus ar barzhonegoù angl-ha-saoz The Ruin ha Maxims II : orþanc enta geweorc ("labour gwidreus ar ramzed"),[2] hag a zeskriv dismantroù roman[3][4].


En Aotrou ar Gwalennoù e tanevell Fangorn, en ur ganaouenn, e ergerzhadennoù e Douar ar C'hreiz er C'hentañ oadvezh, hag e ra anv eus koadoù pennañ Beleriand : Ossiriand, Lindon, Dorthonion, Neldoreth (er su da Zoriath), Nan-tathren e genoù ar Sirion[5], ar pezh a laka da soñjal e rae e annez en tolead-se d'ar mare-hont. Goude Brezel ar gounnar, pa oa beuzet an douaroù-se, e tec'has an Ented er c'hoad bras a oa dindanañ holl an douaroù er su d'Eriador, adalek reter ar Gontelezh. Goleiñ a rae holl ar vro etre ar Baranduin hag an Isen, ar vro er su d'ar Menezioù Latarek ha Fangorn[6].

E-doug an Eil oadvezh e tigreskas ar c'hoad-se abalamour da dud Númenor, a glaske prenn evit sevel o bigi, ha da armeoù Saoron. Dont a reas an Ented da ober o annez en tu all d'ar Menezioù Latarek, e Koad Fangorn hag er savennoù hag an douaroù izel penn-da-benn gant an Anduin. E fin an Eil oadvezh e oa gwastet liorzhoù an entezed, er reter d'an Anduin e-pad an emgannoù etre armeoù Saoron ha re ar C'hevredad Diwezhañ, ha morse ne ouezas an Ented petra e oa deuet da vezañ an Entezed[5].

D'an 29 a viz C'hwevrer 3019 eus an Trede oadvezh[7], e-pad Brezel ar Walenn, en em gav gant an Hobbited Pippin Took ha Merry Brandybuck a zo o klask tec'het an Orked o doa tapet anezhe en Amon Hen. Disfizius eo Fangorn da gentañ e-keñver boudoù ha n'emaint ket e-barzh e roll eus holl ar boudoù bev. Diskrediñ a ra warne da vezañ Orked zoken. Fiziañ a ra enne adal ma tisplegont e oant mignoned da C'handalf, rak Fangorn a sell outañ evel an hudour nemetañ a gemer preder gant ar gwez da vat ha gwelet en doa anezhañ en neizhour. Degemer a ra eta Merry ha Pippin en unan eus e dier, ma ro dezhe da evañ unan eus evajoù an Ented hag a laka an daou Hobbit da greskiñ[5].

Eno e kont an Hobbited dezhañ o avanturioù abaoe m'o deus kuitaet ar Gontelezh ha Fangorn a zanevell d'e dro istorioù eus e vuhez, dianadur an Entezed peurgetket hag hini e zous Fimbrethil. Sevel a ra droug ennañ o soñjal en e emgavioù gant Sarouman e Koad Fangorn, rak hemañ zo o tiskar kalz gwez da voueta tan e ardivinkoù. Divizout a ra neuze gelver Kelc'h an Ented da gendrec'hiñ anezhe e rankont lakaat Sarouman da baouez, hag goude tri devezh breutadegoù e tivizont tagañ Isengard[5][8].

Mont a ra Fangorn betek an dorojoù a gloz an traoñienn kreñvaet gant murioù ha gervel a ra an hudour da c'houlenn gantañ en em rentañ. Dre ma n'o deus ken respont met un dagadenn a-berzh Orked Sarouman e tistrujont an nor, ul lodenn eus ar murioù hag e arsailhont tour Orthanc. Beuziñ a reont an draoñienn gant dourioù ar stêr Isen[8]. Goude o zrec'h ne zeuont ket a-benn da dapout Sarouman a chom kuzhet en e dour. Gwardañ a ra Fangorn hag an Hented Sarouman prizoniet eno, met dre ma ne c'houzañvont ket gwelet unan bennak bac'het e lezont anezhañ da vont kuit a-benn ar fin.

Kejañ a ra Kumuniezh ar Walenn ha Fangorn ur wezh diwezhañ hag hemañ a zisklêr da Celeborn, a ra « an henañ » anezhañ, ha Galadriel fin ur bed : « Trist eo ne'n em gavomp evel-henn nemet en diwezh. Rak o cheñch emañ ar bed : er santout a ran en dour, er santout a ran en douar, er santout a ran en aer. Ne soñj ket din en em gavimp adarre »[9][10]. Respont a ra Galadriel ne'n em welint ket ken e Douar ar C'hreiz, met en nevezamer e halegeg Tasarinan pa savo Beleriand dreist an dour en-dro. Komzoù diwezhañ Fangorn zo Levit goulenn gant Merry ha Pippin, reiñ da c'houzout dezhañ m' o dije disaouzan eus an Entezed[9].

Koad Fangorn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn eus Douar ar C'hreiz en Trede oadvezh. Emañ Fangorn er c'hreiz

Emedo Koad Fangorn er mervent d'ar Menezioù Latarek e-tal Ode Rohan. Bevenn gornôkañ Fangorn e oa ar menezioù-se. E penn an aridennad menezioù-se edo kreñvlec'h Sarouman : Isengard e-kichen lost mervent ar c'hoad. Er reter hag er su da Fangorn edo Rohan, ha Lothlórien en norzh.

Div stêr vras a dreuze ar c'hoad. En norzh e rede al Limlight diouzh ar c'hoadoù hag e talveze da vevenn d'ar rouantelezh e norzh ar Rohan. Skeiñ a rae neuze ar stêr-se en Anduin. Er su, an Entwash hag a zeue eus Methedras, ur vro veneziek e-kichen ar Menezioù Latarek, a rede pell amzer er c'hoad. Tremen a rae ar stêr a-dreuz Rohan neuze betek ar stêr vras, an Anduin. Edo traoñienn Derndingle er mervent. E-pad ur frapad e tremene an Entwash dre ur vro anvet Wellinghall ma oa unan eus tier Fangorn[11][T 1].

Gleb e oa Koad Fangorn a-hervez, ha kefioù ha barroù eus gwez a bep seurt a greske stank, e doare ma ne dremene ket kalz sklêrijenn eus an heol betek al leur. "Huorned" a veve ivez er c'hoad, heñvel ouzh an Ented met siouloc'h. Evañ a rae an Ented hag an Huorned er stêr Entwash, hag implijet e veze an dour gant an Ented da fardañ o evaj brudet, "bier an Ented"[T 1].

  1. Aotrou ar Gwalennoù, Stagadenn F.
  2. Shippey, Tom (2001). J.R.R. Tolkien – Author of the Century. Houghton Mifflin. 88 p. ISBN 978-0-618-12764-1. 
  3. Letters #163 to W. H. Auden, 7 June 1955
  4. Shippey, Tom (2005). The Road to Middle-Earth, Third, Grafton (HarperCollins). 149 p. ISBN 0261102753. “To the North are the Ents, another Old English word which had interested Tolkien ... [he] identified them with the orþanc enta geweorc, the 'skilful work of Ents' of the poem Maxims II.” 
  5. 5,0 5,1 5,2 ha5,3 Aotrou ar gwalennoù, levrenn III, pennad 4 : « Treebeard ».
  6. The Atlas of Middle-earth, p. 38.
  7. Aotrou ar gwalennoù, stagadenn B - bloazdanevelloù - Kronologiezh an Douaroù kozh ».
  8. 8,0 ha8,1 =Aotrou ar gwalennoù, levrenn III, pennad 9.
  9. 9,0 ha9,1 Aotrou ar gwalennoù, levrenn VI, pennad 6.
  10. Implijet ez eus bet ul lodenn eus disklêriadenn Fangorn e digoradur film Peter Jackson, Kumuniezh ar Walenn, met distaget int gant Galadriel.
  11. Kartenn e The Lord of the Rings: "The West of Middle-earth at the End of the Third Age"
Reiñ a ra ar roll-mañ lec'h pep arroudenn e skridoù Tolkien.
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 The Two Towers levrenn III, pennad 4 "Treebeard"
  2. 2,0 ha2,1 The Silmarillion, Stagadenn : "Elements in Quenya and Sindarin Names"
  3. The Lost Road and Other Writings