Félix María Samaniego
Félix María Serafín Sánchez de Samaniego, pe Félix María Samaniego, ganet e 1745 e Guardia, en Araba (Euskal Herria), ha marvet e 1801, a oa ur skrivagner spagnolek. Brudet eo e fablennoù.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A ouenn uhel e oa e dud, ha peadra dezho da baeaén studioù dezhañ. Hervez Eustaquio Fernández de Navarrete, a skrivas e vuhez, en dije studiet en ur skolaj eus Bro-C'hall. Eus e zeskadurezh c'hall e vije deuet e zoug d'an Enkiklopedourien hag e dech da flemmañ politikerien ha tud a iliz en e skridoù, d'ober goap eus an dreistgwirioù, .
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sevel a reas ar Fábulas en verso castellano para el uso del Real Seminario Bascongado, embannet e 1781 e Valencia, un dastumad 157 fablenn rannet entre 9 levr. Dreveziñ fablennoù Aisopos, Phaedrus, La Fontaine ha John Gay a reas. A-douez ar 157 pezh zo el levr e c'haller menegiñ La paloma, Congreso de ratones, La cigarra y la hormiga, El perro y el cocodrilo y La zorra y las uvas.
Un dastumad erotek a savas ivez, anvet El jardín de Venus, adembannet en un antologiezh anvet Cuentos y poesías mas que picantes.
Gouzañv a rankas heskinerezh an Inkizision : Lez-varn Logroño a glaskas e serriñ en ur gouent en 1793; meur a viz e rankas chom en ur gouent en Portugalete.