[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Doperezh

Eus Wikipedia
Kreizenn kontrol eus an doperezh da-geñver Tro Taiwan e 2008

An doperezh a reer eus treuzimplij danvezioù pe doareoù medesinel a-benn gwellaat ar barregezhioù evit a sell ar c'horf koulz hag ar spered.

Kavout a reer roudoù a-gozh eus doareoù doperezh hogen dreist-holl abaoe dibenn ar bloavezhioù 1950 eo bet kroget da vezañ boutin mat e bed ar sportoù. Er redadegoù 100 m e weler ur c'hresk trumm en disoc'hoù er bloavezhioù 1960 a-raok dezhe stabilaat er bloavezhioù 1970-1980. Kreskiñ a reont en-dro adalek ar bloavezhioù 1980, er mare ma'c'h erru an EPO ha produioù kuzhañ war ar marc'had. Kontrolioù e-leizh a oa graet er bloavezhioù da-heul met n'eo nemet e 1998 e teu ar gudenn war wel er vuhez foran gant afer Festina e-pad Tro Bro C'hall : Harzet ez eus bet un ezel eus ar skipailh gant 500 dozenn a broduioù doperezh, 235 klogorenn a EPO gantañ.

Danvezioù ha doareoù doperezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doareoù dopus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fonnusaat an treuzkas a zioksigen a c'hell bezañ graet a-drugarez d'ur maread tremenet er menezioù da skouer pe e lec'hioù paour e dioksigen. Lakaat a ra ar c'horf da broduiñ muioc'h a c'hlobulennoù ruz a-benn akoursiñ ouzh ar c'hondisionoù nevez. Devezh ar c'henstrivadegoù eo gouest ar c'horf da zougen ha da gas muioc'h a zioksigen betek ar c'higennoù ha ne skuizhont ket buan. Ar memes efed a vez graet pa vez strinkellet gwad ur sportour, bet tennet dioutañ mizioù en a-raok. Pa vez pinvidikoc'h ar gwad e globulennoù ruz e teu brasoc'h ar riskloù da ziorren ur c'hleñved pe un taol kalon-gwazhied, un infarktus pe ur Gwallzarvoud eus Gwazhied an Empenn .

Danvezioù broudus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet mat eo an amfetamin evit gwellaat an evezh, an dalc'husted ouzh ar striv hag evit fonnusaat an talm. Difennet ha dialiet groñs eo o implij koulskoude abalamour d'ar melloù riskloù evit ar galon hag ar gwazhied ha d'an efedoù a bred a zegasont. Klasket e vez implijout ar c'hafein en o lec'h abalamor m'he deus ar memes efedoù hag e feur er gwad ne rank ket mont dreist da 12µg/ml.

Danvezioù anabolizus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danvezioù anabolizus naturel evel an testosteron a broduer en hor c'horf. Kreskiñ a reont ar c'higennoù, an tagusted, ar fiziañs ennomp, an dalc'husted ouzh ar striv hag ar boan. Pa vezont strinkellet e c'hellont bezañ kaoz eus difrouezhusted ar baotred hag eus diorroadur krignoù-bev ar prostat. Evit a sell ouzh ar merc'hed e enebont ouzh mont-en-dro reizh ar vierez, an amzerioù ha gourelaat a reont (kresk an divskoaz, mourroù war o dremm ...).

An hormonoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An hini anavezetañ eo an EPO hag a c'hell kreskiñ ar produadur a c'hlobulennoù ruz ar pezh a aesa treuzkas an dioksigen betek ar c'higennoù ha ne skuizhont ket ken buan neuze. Muioc'h a c'hlobulennoù ruz er gwad a laka anezhañ da vezañ pegusoc'h, ar pezh a uhela ar riskloù evit ar galon hag ar gwazhied.

Louzeier a c'hell bezañ roet d'ar sportourien met gant ma vefe un abeg medesinel resis. Al louzeier evit ar galon, ar betastanker a eneb ouzh an anken hag a reol an talm ; louzeier sioulaat pe analgezek a eneb ouzh ar boan.

Tout an doareoù kinniget a c'hell gwellaat barregezhioù ha kurioù ar sportourien a c'hall koulskoude met mont dreist galloudegezhioù ar c'horf dre forzh o implijout. Dreistgourdonadur, treuzimplj, oberiantizoù dibaouez a c'hell diorroiñ kleñvedoù, ouzhpenn d'ar c'hudennoù kresk gant ar vugale. An doperezh gwellañ a zo an hini hag a zouj ouzh ar c'horf : plegoù buhez yac'hus, magadurezh kempouez ha gourdonadur prederiet.