[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Gwrac'h

Eus Wikipedia
Gwrac'h o nijal gant e skubellenn, Albrecht Dürer
.
.
Div wrac'h, livet gant Hans Baldung.

*Ur pennad gwrac'h (disheñvelout) zo, diwar-benn holl sterioù ar ger.

Ur wrac'h zo ur vaouez kozh, kazus, a zo galloudoù hud dezhi peurliesañ. Bannañ miligadennoù ouzh ar re ne gar ket a c'hall ober. Ur seurt strobinellerez (pe sorserez) eo.

Gwrac'h en Alamagn.

Ar ger gwrac'h (gwrach e kembraeg, gwragh e kerneveureg) a dalv kement hag ur vaouez kozh, pe divalav, ha desket war ar sorserezh. Dont a ra eus ar ger kent-keltiek *wrakkā hag a c'hallfe dont eus ar ger kent-indezeuropek *wiHrós (ur gour, ur gwaz).

Ar ger sorserez a deu eus an anv latin sortarius, sorser, an den a lavar sortoù, da lavarout eo mallozhioù, eus ar ger latin sors, sortis, a dalv diougan, ha da-heul, planedenn.

En alamaneg e lavarer Hexe, hag e saozneg Hag. Ar geriennoù-se a zeufe eus ar c'hentgermaneg "**hagatusjon-" hag a dalvfe "spered troc'hus".

E gregach avat e veze lavaret stryx, en latin striga -ae , ha diwar-se stria, strega en italianeg, estrie en galleg.

Sorgin e euskareg. Bruja e spagnoleg a deu eus ar ger galizek bruxa, a deufe eus ur ger iberek bruixa.

Orin ar gwrac'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer e oa ar gwrac'hed kentañ maouezed a ouie diouzh an natur hag an dud en-dro dezho. Ma ne ouient ket lenn e ouient diouzh ar plant hag al louzoù, e c'hallent pareañ, hag e tistagent gerioù hud en uraozañ o louzeier.


Diouzh frouezhusted ar vaouez eo dazont ar ouenn. Amiegez e oa ar wrac'h alies, ha brudet da c'houzout kevrinoù ar vuhez hag ar marv, ar yec'hed hag ar c'hleñved.

The Lancashire Witches

Er mojennoù e c'hall ar gwrac'hed nijal, war gein ul loen, ur bouc'h alies (arouez an diaoul) pe ur valaenn.

Bec'h d'ar gwrac'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Murlivadur e Manati Rila e Bulgaria, a-enep ar sorserezh

Er Grennamzer e veze graet brezel didruez ouzh ar gwrac'hed gant an Iliz dre ma oant gwelet evel enebourezed ar relijion, ha mignonezed an Diaoul. Kondaonet e vezent da vezañ devet peurvuiañ. Ur skouer brudet eo hini Janed Ark, kondaonet dre ma oa gwrac'h.

Deviñ gwrac'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E lennegezh-pobl Kembre ez eus kaoz eus gwrac'hed. Setu anvioù un nebeud anezho:

Euskal Herria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo sorgiñak ar vro, a en em vode, a lavarer e kevioù Zugaramurdi, e menezioù Nafarroa.

Gwrac'hed brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Janed Ark zo bet barnet ha devet evel gwrac'h.

Gwrac'hed kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwrac'hed yaouank

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]