[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Gwengelouriezh Iwerzhon

Eus Wikipedia

Gwengelouriezh Iwerzhon zo bet treuzkaset dre-gomz e-pad kantvedoù a-raok bout skrivet a-c'houde kristenidigezh ar Gelted. Arveret ha kemmet a-wezhioù eo bet an danevelloù-se a-hed an amzer gant an hengounioù-pobl, koulskoude eo chomet digemm an temoù hag an tudennoù.

Gant donedigezh ar gristeniezh da Iwerzhon e voe miret kalzik a wengeloù e lennegezh Iwerzhon ar Grennamzer. Daoust ma vez gwelet al levezon gristen war an dornskridoù, al lennegezh-mañ eo an hini binvidikañ ha miret ar gwellañ e-touesk ar gwengelouriezhioù kelt. Ur bern dornskridoù zo bet kollet a-hed an amzer ha sur a-walc'h ne oa ket bet lakaet dre skrid an holl hengounioù dre-gomz, mes trawalc'h zo evit digemmañ pevar kelc'hiad pennañ : ar c'helc'hiad gwengelel, kelc'hiad Ulaid, ar c'helc'hiad Fenian hag ar c'helc'hiad istorel. Ouzhpenn se ez eus istorioù all ha ne glotont gant kelc'hiad ebet.

Tír na nÓg, Fionn Mac Cumhaill, Na Fianna, Aes Sídhe, Sétanta (Cú Chulainn), Lebor Gabála Érenn, Oidheadh Chloinne Lir, Táin Bó Cúailnge hag Eog an Anaoudegezh eo ar meurganoù, al lec'hioù hag an tudennoù brudetañ hiriv an deiz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]