[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Giulio Andreotti

Eus Wikipedia
Giulio Andreotti
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhItalia, Rouantelezh Italia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGiulio Andreotti Kemmañ
Anv ganedigezhGiulio Andreotti Kemmañ
Anv-bihanGiulio Kemmañ
Anv-familhAndreotti Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Gen 1919 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoma Kemmañ
Deiziad ar marv6 Mae 2013 Kemmañ
Lec'h ar marvRoma Kemmañ
Abeg ar marvacute respiratory distress syndrome Kemmañ
Lec'h douaridigezhCampo Verano Kemmañ
PriedLivia Andreotti Kemmañ
BugelLamberto Andreotti, Serena Andreotti Kemmañ
Yezh vammitalianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Micherskrivagner, politiker, diplomat, kelaouaer, kazetenner Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur La Sapienza e Roma Kemmañ
Lec'h annezRoma Kemmañ
Lec'h labourRoma Kemmañ
Strollad politikelChristian Democracy, Italian People's Party, European Democracy, Union of the Centre, For the Autonomies Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.giulioandreotti.org Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Giulio Andreotti

Giuglio Andreotti (Roma, 14 a viz Genver 1919 - Roma, 6 a viz Mae 2013) a oa ur politiker italian eus ar gostezenn Democrazia Cristiana, hag a voe Kentañ Ministr Italia eus 1972 da 1973, eus 1976 da 1979 hag eus 1989 da 1992. Bez' e voe ivez ministr an Diabarzh (1954 ha 1978), ministr an Difenn (1959-1966 ha 1974) ha ministr an Aferioù Diavaez (1983-1989), hag ivez senedour e Sened Italia eus 1991 betek e varv. Kazetenner ha skrivagner e oa bet ivez, ha ren a reas ar gelaouenn gatolik 30 Giorni.

Graet e veze anezhañ Divo Giulio ("Jul an doue", diwar an droienn latin Divus Iulius a oa unan eus lesanvioù Julius Caesar), abalamour d’e lec’h bras e buhez politikel Italia en eil hanterenn an XXvet kantved. Er politikerezh diabarzh e oa deuet-mat d’an dud a afer ha d’an Iliz katolik. War dachenn ar politikerezh estren e oa troet gant Unaniezh Europa, ha gantañ e voe gwellaet an darempred etre Italia hag ar broioù arab. Evit ar re a blije e bolitikerezh dezhañ ez eo un den a reas eus Italia ur vro diorroet hec’h ekonomiezh. Ar re a oa a-enep dezhañ avat a lavar ne reas netra a-enep breinadurezh ar gevredigezh. Ha tamallet e voe dezhañ zoken bezañ graet emglev gant torfedourien Cosa Nostra. Didamallet e voe gant ar varnerien avat.