[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Banniel Suis

Eus Wikipedia
Banniel Suis
Banniel Suis
Kenfeurioù 1:1
Kod bannielouriezh

Banniel war zouar

Degemeret e 1848 ; 1899
Livioù
  • ██ ruz 186C
  • ██ gwenn
  • Banniel Suis eo banniel broadel hag ofisiel Kengevread Suis. Ur c'harrez ruz eo gant ur groaz c'hresian[1] wenn en e greiz.

    Daoust ma n'eo bet degemeret nemet nevezik 'zo (1848) ha reolennet abaoe 1889 e kaver meneg eus ur groaz wenn war ur foñs ruz implijet gant armeoù Suis abaoe ar XIVvet kantved. Diazezet eo war ardamezioù kanton Schwyz, unan eus an tri c'hanton diazez eus ar c'hengevread. Banniel Savoia, ur vro nes, a zo kar dezhañ.

    Karrez eo banniel Suis, koulz ha reoù ar c'hantonioù. En tu-hont da Suis n'eus nemet ur Stad er bed a-gement he deus ur banniel karrez : ar Vatikan.

    Ar bannieloù en implij war al listri o devez dre vras ar c'henfeurioù boasoc'h 2:3.

    Arlivioù banniel Suis

    Pemp arliv ruz (da nebeutañ) zo bet da vanniel Suis ; er bloaz 2017 ez eo bet termenet ar ruz a-vremañ : MMMM ruz plaen (HTML : #ff0000 / #f00).

    Banniel ar Groaz Ruz

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Banniel Suis eo orin hini ar ar Groaz Ruz : eilpennet e oa bet al livioù.

    Banniel ar Groaz Ruz
    Banniel ar Groaz Ruz

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    1. Kroaz c'hresian : keit-ha-keit eo he brankoù, en em groaz en o c'hreiz.