[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Arch Enemy

Eus Wikipedia
Arch Enemy
Sonadeg Arch Enemy

Bro orin Sveden
Doare(où) Death metal melodek
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1995
Label(ioù) Century Media
Lec'hienn ofisiel www.archenemy.net

Izili Alissa White-Gluz - kan
Michael Amott - gitar
Sharlee D'Angelo - gitar boud
Daniel Erlandsson - tamboulinoù
Jeff Loomis - gitar
Izili bet er strollad Angela Gossow - kan
Christopher Amott - gitar
Nick Cordle - gitar
Fredrik Akesson - gitar
Johan Liiva - kan, gitar boud
Martin Bengtsson - gitar boud
Peter Wildoer - tamboulinoù
Gus G. - gitar

Arch Enemy a zo ur strollad death metal melodek a orin eus Sveden, stummet e 1995 gant gitarour Carcass, Michael Amott. Ar strollad en deus embannet eizh albom studio, daou live, daou EP ha daou DVD. Ar strollad a oa ez orin diskouezet gant Johan Liiva ; ar c'hanerez Angela Glossow en deus kemeret e plas e 2001.

Gant Johan Liiva (1996-2001)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arch Enemy a zo bet krouet gant Michael Amott p'en deus kuitaet ar strollad grindcore / death metal Carcass. En em strollet eo an daou gitarour Michael Amott hag e vreur Christopher Amott (Armageddon) gant ar c'haner Johan Liiva hag an tambouliner Daniel Erlandsson en un "amprouadenn evit lakaat asambles tonioù melodek gant feulzter ha teknik" (hervez Michael).

Kentañ pladenn ar strollad, Black Earth, a zo bet embanet gant Wrong Again Records e 1996. Ur berzh mat en deus e Japan, peurechuet gant skignadur ar c'hlip Bury Me An Angel war MTV. Bihanoc'h eo ar berzh e Sveden. D'ar mare-se, Arch Enemy a oa muioc'h ur raktres solo eget ur gwir strollad : Michael Amott a skrive an holl ganaouennoù, ha c'hoariet en deus gitar boud war an albom mañ, er c'hontrol d'ar pezh skrivet er kredadoù, lec'h m'eo skrivet ez eo Johan Liiva a son gitar boud. Kalzig a dud a gav ez eo ar bladenn-mañ hini feulzañ ar strollad.

Goude embannadur Black Earth, cheñch a ra label ar strollad, ha sinañ a ra gant Century Media. E 1998, Arch Enemy a embann Stigmata, lec'h ma vo ouzhpennet er strollad ar soner gitar boud Martin Bengtsson hag an tambouliner Peter Wildoer. Muioc'h a berzh a vo gant ar bladenn-mañ e Europa hag e Amerika.

E 1999, Sharlee D'Angelo a gemer plas ar gitarour boud, ha Daniel Erlendsson a zo c'hoazh galvet evit seniñ tamboulinoù. Burning Bridges a zo embannet, hag heuliet gant al live Burning Japan Live 1999 a oa raktreset mont er-maez e Japan hepken, met a zo embannet e pep lec'h diwar pedadenn ar fans. E-pad sonadegoù Burning Bridges, Sharlee D'Angelo a zo bet eilec'hiet div wech, gant Dick Lövgren (Meshuggah, Armageddon, In Flames), ha gant Roger Nilsson (Spiritual Beggars, Firebird, The Quill). Burning Bridges en deus merket ur cheñchamant e live ar son pennañ, a zo bremañ melodekoc'h, met o tec'hel feulzter an daou albom kentañ.

E 2001, goulennet e vez digant Johan Liiva kuitaat ar strollad. Michael Amott en deus diskleriet en doa c'hoant ur frontman gant muioc'h a youl, hag e oa efedusted ar c'haner er sonadegoù re izel e-keñver peurrest ar strollad. Johan Liiva a zo buhan-tre eilec'hiet gant Anjela Glossow, ur c'hazetennerez alaman, kanerez death metal, hag he doa roet ur c'hadedig demo da Christopher Amott un tamm abretoc'h e-kerzh un interview gantañ.

Gant Angela Gossow

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ albom gant ar ganerez a voe Wages Of Sin, deuet er-maez e 2001. E miz Kerzu ar memes bloavezh, Arch Enemy en deus kemeret perzh er sonadeg "Japan's Beast Feast 2002", o c'hoari e-kichen Slayer ha Motörhead.
Anthems Of Rebellion a zo embannet e 2003 ha degas a ra un nebeud nevezadurioù, evel implij un eil vouezh er ganaouenn "End Of The Line". E miz Du, ar strollad a embann an EP Dead Eyes See No Future, ennañ tammoù live, ha teir adkemeradenn Manowar, Megadeth ha Carcass.
E miz Even 2005, Arch Enemy a echu enrolladenn ar c'hwec'hvet albom, Doomsday Machine. E miz Gouere, ar gitarour Christipher Amott a za kuit eus ar strollad, evit adkemer e vuhez personel. Eilec'hiet eo bet gant Gus G. (Dream Evil, Firewind), ha gant Fredrik Åkesson. Christopher a teu en-dro e miz Meurzh 2007, un nebeud amzer goude ma vefe adkroget gant ar strollad enrollañ gant ar produour Fredrik Nordström.

Rise of the Tyrant (2007–2008)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizhvet albom Arch Enemy a zo anvet Rise of the Tyrant hag embannet eo bet d'ar 24 a viz Gwengolo 2007 e Europa ha d'ar 25 a viz Gwengolo 2007 er Stadoù-Unanet. Anjela Gossow en deus dikleriet e oa muioc'h a fromoù ha nebeutoc'h a kanoù doubl en albom mañ.

D'an 8 a viz Meurzh 2008, Arch Enemy en deus filmet ul live e Tokyo, evit an DVD Tyrants of the Rising Sun. Kemeret o deus perzh ivez e sonadegoù the Defenders of Faith e miz Ebrel 2008 gant Opeth pa oa DevilDriver ha 3 Inches of Blood el lodenn kentañ. E-penn sonadegoù Tyranny and Bloodshred eoant ivez e miz Mae 2008 gant Dark Tranquillity, Divine Heresy, ha Firewind.

Albomoù studio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albomoù Live

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Burning Japan Live (1999)
  • Tyrants Of The Rising Sun - Live In Japan (2008)
  • Burning Angel (2002)
  • Dead Eyes See No Future (2004)
  • Revolution Begins (2007)

Kendastumadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Manifesto Of Arch Enemy (2009)
  • The Root Of All Evil (2009)
  • Live Apocalypse (2006)
  • Tyrants Of The Rising Sun - Live In Japan (2008)
  • Official Bootleg - Astro Khaos (2012)
  • War Eternal Tour : Tokyo Sacrifice (DVD and Blu-Ray) (2016)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]