[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Abati Sant-Gwenole Landevenneg

Eus Wikipedia
Abati Sant-Gwenole Landevenneg
abati, aozadur
Urzh relijielurzh Sant Benead Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadLandevenneg Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°17′26″N 4°16′0″W Kemmañ
Sez sokialLandevenneg Kemmañ
Prizioù resevetmusée de France Kemmañ
Giz savouriezhRomanesque architecture Kemmañ
Statud gladelmonumant istorel rummet Kemmañ
State of conservationdemolished or destroyed Kemmañ
Map
Dismantroù an abati kozh

Abati Sant-Gwenole Landevenneg zo un abati lec'hiet e Landevenneg e gourenez Kraozon war lez aber ar stêr Aon e Kerne e departamant Penn-ar-Bed.

Hervez ar vrud e oa bet diazezet er VIvet kantved gant sant Gwenole, hag unan eus manatioù koshañ Breizh a vije neuze. Doujet e vez ur reolenn a orin keltiek betek 818 ma voe gourc'hemennet gant an impalaer Loeiz an Devod tremen da reolenn sant Benead goude e aloubidigezh war Breizh. Dilezet e voe an abati e 913 abalamour da Baotred an Norzh a-raok ma tistroas ar venec'h war o kiz. E 1793 e voe skarzhet ar venec'h ziwezhañ gant an Dispac'h Gall. Kouezhet e oa ar savadurioù en o foull kerkent hag ar bloavezhioù 1810.

Adsavet e voe an abati e 1958 gant ur gumuniezh liammet ouzh Kengregadur Subiaco Menez Cassin e-barzh savadurioù nevez. Renket e voe rivinoù an abati kozh e-touez ar monumantoù istorel d'ar 26 a viz Mae 1992. Pep hini a c'hell gweladenniñ ar rivinoù a zo displeget gant ur mirdi savet war al lec'h.

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Landevenneg" (Lantouuinnoc en henvrezhoneg) a dalvez kement ha "manti Sant Gwenole", diwar anv e ziazezer.

Ennañ e kaver an elfennoù Lann a veze roet d'ar manatioù ha d'al lec'hioù sakr, diwar ur ger proto-keltiek *landa a oa evit un dachenn da zifraostañ.[1]

An eil elfenn a zeu eus un droienn henvrezhoneg a roe to - winnoc, an eil elfenn o vezañ ul lesanv d'an anv-den Uinualoe (/winwaloi/) en deus roet "Gwenole" e brezhoneg modern. Uinualoe zo savet diwar ar wrizienn uinn (gwenn e brezhoneg modern, med a dalvez glann hag hael ivez) ha diwar ar wrizienn-se e oa bet savet al lesanv Uinnoc a gaver e Lantouuinnoc ha diwar-neuze e Landevenneg.[2].

Emañ an abati en ur gourenezig distro etre kildroenn ziwezhañ ar stêr Aon ha Lenn-vor Brest, ul lec'h par da lec'hioù choazet gant menec'h ar Grennamzer Uhelañ da staliañ ur peniti pe ur manati bihan.

Gourdisten, abad Landevenneg en IXvet kantved, en doa skrivet e-barzh e Vita et miracula sancti Winwaloei ("Buhez Sant Gwenole")[3][4] :

Ul lec'h sekred zo
E komm ar frankizenn
Paradoz sklêrijennet
Pa sav un heol splann
A glever ennañ frond
Mil bleunienn an Nevez-amzer
Amañ, gant e gompagnuned
En em stalias Sant Gwenole


Deskard Sant Beuzeg eus Dol e oa Sant Gwenole. Beuzeg e oa staliet war enez Lavred, en enezeg Enez Vriad, e lec'h m'en doa savet ur manati gant un nebeud menec'h en eil hanterenn ar Vvet kantved. E dibenn ar c'hantved-se peotramant e penn-kentañ ar VIvet kantved[5] ez eas Gwenole gant 11 keneil da sevel ur manati en aber ar stêr Aon, da gentañ en Enez Tibidi a-raok e zilec'hiañ en tu all d'an aber, e-barzh e Landevenneg diwar goulenn e geneiled un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Hervez buhezioù Sant Gwenole en dije gounezet mignonaj ar roue Gradlon, priñs Kerne, betek mont da vevañ e Kêr Is, hervez ar vojenn. Bevet en dije e memes koulz ha sant Kaourintin, kentañ eskob Kemper.

Gant Sant Gwenael e voe renet an abati war-lerc'h Sant Gwenole.

Lavaret e vez emañ bez ar roue Gradlon en abati kozh, met ur vojenn eo hep mar ; e gwirionez e tle bezañ krentoc'h bez un abad Gradlon bennak en dije bevet eno en Xvet kantved.

Brudet e oa bet an abati evit heberzhded e scriptorium ma veze adskrivet dornskridoù relijiel.

Freuzet hag entanet e voe an abati evit ar wech kentañ e 913 gant un strollad Vikinged, ha ret e voe d'ar venec'h tec'hel kuit gant ar relegoù da abati Montreuil-sur-Mer e norzh Bro C'hall.

Dilezet eo bet an abati a-c'houde an Dispac'h Gall.

Un abati nevez a voe savet e-kichen an hini kozh diwar 1953, krouet gant Dom Louis Felix Colliot[6], goude Bleun-Brug ar Sent, un emvod eus ar Bleun Brug, e Kastell-Paol, da 4, 5 ha 6 a viz Eost 1950.

Roll abaded Landevenneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maurice de Commacre

1548

hag e vo ivez abab Boken
  1. (fr) Victor Henry, Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne, Rennes, Plihon & Hervé, 1900, p. 179.
  2. (fr) Glad
  3. (la)(fr) Wrdistenus Landevenecensis (skrivagner), Laura Albiero (notis BNF), « Vita et miracula sancti Winwaloei (Latin 5610 A) », Bibliothèque Nationale de France, IXvet kantved. Lennet d'an 23 a viz Ebrel 2023
  4. (fr) Erwan Chartier-Le Floch, « Landévennec, haut lieu de la spiritualité bretonne » e Histoires de Bretagne [blog], 25.07.2010. Lennet d'an 23 a viz Gouere 2023
  5. (fr) Mirdi Abati kozh Landeveneg, « Site & musée ». Lennet d'an 8 a viz Mae 2023
  6. (fr) Abbé Poisson, Histoire de Bretagne, Coop Breizh, 2000, (ISBN 978-2-84346-091-3).

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.