[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Abadenn skinwel

Eus Wikipedia
abadenn skinwel
Iskevrennad eusabadenn, Kleweled, moving image Kemmañ
Rann eustelevision programming, skinwel Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after television shows Kemmañ
Leurenn ha kameraoù un abadenn skinwel war-eeun.

War ar skinwel e vez diskouezet a-steudoù abadennoù skinwel liesseurt, berr pe hir, darn anezho evit ober ur steudad abadennoù war ar memes framm. Peurvuiañ e vez aozet an abadennoù faltazi evit kaout un termen. Koulskoude e c'hoarvez ma vez savet pennadoù nevez seul ma ra berzh an abadennoù.

Pa vez ar stiradoù e framm ur danevell faltazi gant elfennoù padus e vez kaoz eus ar pennadoù evit pep a skingasadenn. Er c'hontrol e vez skingaset ivez abadennoù espar evel ar filmoù skinwel pe telefilmoù ha n'int ket aozet evit bezañ diskouezet er salioù sinema. Koulskoude pa vezont aozet muioc'h muiañ a filmoù sinema gant ar memes teknikoù niverelaat ez a da vezañ tost-tre e-keñver an dasparzhañ an holl filmoù. Un diforc'h a chom peurvuiañ e-keñver padelezh ar filmañ pa vez filmet an telefilmoù div pe deir wech buanañ. Ar filmoù sinema pennañ a zo hiroc'h o fadelezh, muioc'h eget 1 eur.

Meur a abadenn skinwel a dle bezañ aozet diwar ar badelezh. Kaozet e vez eus ment 26 munutenn pe 52 vunutenn (e Bro-C'hall) pa vez klasket sevel ur raklun diazezet war an eur. Jedet e vez ar badelezh hervez ar prantad bruderezh filmet a vez aotreet. Kavet e vez betek 15 munutenn bruderezh pep eur.

Ar produadur skinwel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'en deus un den pe vuioc'h (anvet krouer abadenn) ur menozh evit krouiñ un abadenn skinwel nevez e skriv un destenn verr (ar "pitch" e saozneg) da vezañ kaset d'ur rouedad skinwel. Ma vez respontet gant pennoù ar rouedad ez int dedennet e urzhiont ma vo aozet un abadenn stur (pe ur "stur") a c'hellfe bezañ pennad kentañ an heuliadenn abadennoù.

Evit aozañ an abadenn stur eo ret kavout ur skipailh ha lakaat anezhañ da labourat gant frammoù arbennig un embregerezh sinema. M'eo bet asantet aozañ an heuliadenn e vez lakaet ar prantad abadennoù kentañ da vezañ filmet. A-wechoù e vez goulennet ma vo adskrivet pe adfilmet tra pe dra gant produadurien dileuridi ar rouedad skinwel.
Alies awalc'h ne vez ket filmet nemet an abadenn stur. Alies a-walc'h e vez urzhiet un heuliadenn gant un dousennad pennadoù.

Stiradoù skinwel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez an abadennoù skinwel eo ar stiradoù skinwel a zesach ar muiañ a arvesterien. Un aozadur kemplezh a zo da staliañ pa ra berzh an heuliadennoù ha p'eo ret skrivañ pennadoù nevez a deiz da zeiz. Ur skipailh skrivagnerien a zo e labour lakaat an istorioù war ziorren, kinnig ma vo ouzhpennet penntudennoù pe kavout un doare evit o lemel eus an istor. Alies awalc'h e labour ar skrivagnerien pep hini d'o zro war pep a bennad.

Ar produer a zo e garg tutañ ar skipailh teknikel koulz hag an aktourien (ar re-se gant asant pennoù ar rouedad). A-wechoù e ra ul labour skridaoazañ p'eo ivez krouer an heuliadenn. Produerien a renk izellañ, dezho anvioù lies, a labour dindannañ.

Goude m'eo bet savet ar skript (ar skrid labour) e tleer kavout ar sevener a oar penaos mont eus ar gerioù betek ar film. Ober a ra al labour leurennañ evit pep a zarvoud en ur urzhiañ ma vo lec'hiet ar c'hameraioù, ma vo implijet al ladagoù kamera, ma vo lakaet gouleier a-feson ha kinnig an aktourien ober tra pe dra. Er c'hontrol eus ar filmoù sinema e c'hell bezañ implijet meur a sevener en abadennoù skinwel pep hini o erlec'hiañ an eil.

P'eo bet filmet ar pennad e vez fiziet d'ur frammer lakaat an enrolladennoù e urzh ar skript.

E Breizh hag e brezhoneg n'eo ket ledan betek-henn tachenn ar skinwel. Nebeut abadennoù a zo hag a zo bet, nebeutoc'h c'hoazh a filmoù skinwel pe stiradoù.

Abadennoù skinwel all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]