[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Annie Coz

Eus Wikipedia

Annie Coz, Anni Kozh, ganet d'ar 6 Du 1945 e Ploneour-Lanwern, er Vro-Vigoudenn, zo ur skrivagnerez vrezhonek. kelennerez diouzh he micher.

E ti he zud ne vezet komzet nemet brezhoneg, met goude he studioù ez eas da gelennerez eil derez war an alamaneg e Roazhon. Pa 'z eas war he leve ec'h adtapas he yezh kentañ dre kentelioù noz, kentelioù dre lizher ha gant studioù er skol-veur[1].
Bet eo o chom koulz er Gelveneg hag e Roazhon.

Oberenn lennegel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a ra lennegezh faltazi, danevelloù hag ur romant evit an dud deuet ha romantoù bihan evit ar grennarded. Savet he deus barzhonegoù hag a zo bet embannet e-barzh Al Liamm.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Displeget ganti e pennad Anaïs Berre, Écrire en breton, c'est aussi un combat, Ouest-France, 3 Mezheven 2022.