[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Chavela Vargas

Eus Wikipedia
Chavela Vargas gant La Banda de Tlayacapan.

Isabel Vargas Lizano, pe María Isabel Anita Carmen de Jesús Vargas Lizano, anavezet evel Chavela Vargas, ganet d'ar 17 a viz Ebrel 1919 e San Joaquín de Flores, e proviñs Heredia, e Costa Rica, ha marvet d'ar 5 a viz Eost 2012 e Cuernavaca, zo ur ganerez vec'hikan, bet o chom e kêr Mec'hiko e-pad ouzhpenn 70 vloaz, hag anavezet evel Chavela Vargas. Gwelet eo evel unan eus pennkanerezed ar sonerezh ranchera, un doare ma ne glever nemet gwazed peurvuiañ o kanañ diwar-benn o c'hoant-plac'h.

Tec'het e oa eus Costa Rica pa oa 17 vloaz [1] ha kemer a reas ar vroadelezh vec'hikan goude-se.

Kanañ a rae er straedoù, gwisket evel ur paotr, bepred gant ur poncho ruz hag ur bistolenn, o vutunat hag o lonkañ evel ur paotr. Da 30 vloaz e krogas da ganañ evel kanerez a vicher, skoazellet gant ar sonaozour José Alfredo Jiménez. E 1961 e reas hec'h albom kentañ, ha goude e reas ouzhpenn pevar-ugent all. E dibenn ar bloavezhioù 1970 e paouezas da ganañ, met adkregiñ a reas e 1991.

Er bloaz 2000 e tisklêrias d'ar skinwel kolombian e oa gwerc'hez ha lesbianez, ha n'he devoa ket kousket gant paotr ebet biskoazh. En 2004, da 85 bloaz, e reas ar bladenn En Carnegie Hall. E 2009, da geñver he 90 bloaz, e voe anvet da geodedourez illur gant Gouarnamant kêr Vec'hiko. En deiz-se e oa en-dro dezhi tud evel ar ganerez-sonaozourez Julieta Venegas, ar ganerez Eugenia León, ar skrivagner Carlos Monsiváis, ar gazetennerez Carmen Aristegui, hag he mignoned Joaquín Sabina ha Pedro Almodóvar.


Un darempred kuzh he dije bet gant Frida Kahlo, a oa dimezet d'al livour Diego Rivera.


Chavela Vargas o kanañ en 2006 en Madrid (Spagn).

E miz Ebrel 2010, da 91 vloaz, ec'h embannas ar bladenn POR MI CULPA, ma kane gant mignoned dezhi, Eugenia León, Lila Downs, Joaquín Sabina, La Negra Chagra y Mario Ávila.

He fladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar he fenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dezhi eo bet savet ar ganaouenn Por el bulevar de los sueños rotos gant Joaquín Sabina hag Álvaro Urquijo.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]