[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Comtat Venaissin

Eus Wikipedia
Comtat Venaissin (fr)
Comtat Venaicin (oc)
(skritur klasel)

Coumtat Venessin (oc)
(skritur Mistral)

Kontelezh Venesin
Banniel {{{anv boutin bzg}}} Skoed-ardamez {{{anv boutin bzg}}}
[[Banniel {{{anv boutin bzg}}}|Banniel]] [[Skoed-ardamez {{{anv boutin bzg}}}|Skoed-ardamez]]
Ger-stur : Per lo Papa, per la nacion
Lec'hiadur {{{anv boutin bzg}}}
Lec'hiadur {{{anv boutin bzg}}}

Kontelezh Venesin gant Stephano Ghebellino (e-tro 1580). Mediaoueg Ceccano Avinhon.

Kêr-benn Carpentràs
Yezh(où) ofisiel {{{yezhoù ofisiel}}}
Gouarnamant Stadoù ar Pab
Gorread
 - Hollad 802.03 (1791) km²
Poblañs
 - Stankter {{{stankter_ar_boblañs}}}/km²
Moneiz florin ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC{{{utc_offset}}})
Kod kenrouedad {{{Kod kenrouedad}}}
Kartenn eus ar vro gozh anvet Kontelezh Venesin

Ar Gontelezh Venesin zo ur gontelezh kozh provañsat a zo aet d'ober ul lodenn eus departamant ar Vaucluse, etre Ron, Menez Ventor ha Durañs. Enni emañ kêrioù Cavaillon, Carpentras, Vaison-la-Romaine, Avignon.

Argaset e voe ar Sarazined eus ar vro en Xvet kantved gant konted Provañs ha markiz Torino. Krouet e voe markizelezh Provañs (e-kichen Kontelezh Provañs), Arle he c'hêr-benn. Tremen a reas an titl a varkiziezh da Konted Toloza en XIIvet kantved. Savet e voe ar "gontelezh" (ne oa kont ebet) e 1274 gant ar pab Gregor X, hag e Stadoù ar Pab e voe e-pad 5 kantved. Evit pouezhañ warno e voe lakaet gwirioù maltouterezh dreist da ger gant ar rouaned c'hall a glaske lakaat o c'hrabanoù war ar vro. Klask a rejont meur a wech stagañ ar Gontelezh ouzh o rouantelezh eta, oc'h aloubiñ ar vro e 1663, 1668, 1687-1688, hag etre 1768 ha 1774. Brudet eo chomet ar jeu a voe etre ar roue gall Loeiz XIV hag ar pab Inosant XI. Etre 1720 ha 1722 e kouezhas ar vosenn war ar vro, hag ur voger a voe savet etre ul lodenn eus ar Gontelezh, kêr-Stad Avinhon hag ar Brovañs "c'hall".

E 1791 e voe staget ar gontelez ha kêr-stad Avinhon ouzh Bro-C'hall gant he Republik nevez, en anv "gwir ar pobloù d'en em savelañ o-unan". Anavezet e voe ar stagidigezh gant ar pab Pi VI o sinañ Feur-emglev Tolentino gant Napoleone Buonaparte e 1797. Mont a reas ar Gontelezh Venesin da gaet eta. E 1793 e oa bet krouet departamant Vaucluse forzh penaos.

Labour-douar hag armerzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tomm ha sec'h eo an hin a zo kreizdouarat. C'hwezhañ a ra ar mistral alies.

Kerkent hag an XIIvet kantved e veze gounezet kaol, piz-sisez, fav. Donedigezh ar babed a cheñchas an traoù, kognet e voe ar florin ganto ha gounezet e voe ivez salad, artichaod ha sukrin. Adalek an XVIvet kantved e voe produet tomatez ha fav-glas.

Degaset e voe ar wrizienn-ruz er vro e 1763 gant Hovhannès Althounian, un Armenian. Degas a reas ar produiñ-se pinvidigezh ar vro e-pad daou gantved.

Pa oa krouet departamant Vaucluse ha torret al liammoù kenwerzh gant Stadoù ar Pab e teuas da vezañ diaes an traoù gant gwinoù Venesin peogwir ne oant ket anavezet gant Bro-C'hall. Diorret e voe ar greanterezh gounezvouedel hag ar baperaerezh. Gwin brudet a vez graet ivez, pevar AOK a zo : châteauneuf-du-pape, côtes-du-rhône-villages, ventoux ha luberon.