[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Radio Kerne

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Studio Radio Kerne (Ploneiz)

Ur Skingomz brezhonek eus Bro-Gerne eo Radio Kerne. Savet e oa e 1998.

Istor

E 1994 e tibab un nebeut tud en em vodañ dre ma 'z int aet skuizh gant an diouer a vrezhoneg er servij publik. Sevel a reont raktres ur skingomz kevredigezhel e brezhoneg penn-da-benn. Loc'het e vo gant radio Kerne e 1998, gant ar frekañs 90.2 hepken. Staliet e oa ar skipailh tud a youl vat en ur burev e ti-kêr Ploneiz er pennkentañ. E 2007 ez eus meur a cheñchamant evit ar radio. Un trede frekañs a dapont (97.5) ha prestet e vez dezho ur savadur nevez, gant ur gwir studio labour, gant ti-kêr Ploneiz

Hiziv an deiz e vez pemp implijad evit kas Radio Kerne, 4 anezho a ra al lodenn komzet hag an hini all a ra war-dro an teknik hag ar sonerezh. Ha 'tu zo selaou ar radio war-eeun adalek o lec'hienn internet.

Aozadur

  • Prezidant : Daniel Kernalegenn.

Emañ ar skinpeul e Ploneiz.

Chomlec'h : Radio Kerne, Ti an Dourigoù, 57 straed laeneg 29710 Ploneiz

Frekañsoù

Teir frekañs a zo gant Radio Kerne :

Liammoù diavaez

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.