[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Ploneiz

Eus Wikipedia
Stumm eus an 2 Mae 2010 da 15:26 gant ArthurBot (kaozeal | degasadennoù) (Robot ouzhpennet: war:Plonéis)
Ploneiz
Ploneiz
Ardamezioù
Bro istorel Kerne - Glazig
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Arondisamant Kemper
Kanton kanton Plogastell-Sant-Jermen
Kod kumun 29173
Kod post 29710
Maer
Amzer gefridi
Pierre Le Berre
2001-2014
Etrekumuniezh Kemper Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web http://www.ploneis.com
Poblañsouriezh
Poblañs 2 449 ann. (2020)[1]
Stankter 111 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
<span class="geo-dms" title="Kartennoù, luc'hskeudennoù dre nij, ha roadennoù all evit Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi" Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi"">Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi"
Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi"
/ Fazi, Fazi
Uhelderioù kreiz-kêr : 137 m
bihanañ m — brasañ m
Gorread 21,99 km²
<div style="position:absolute;top:Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.%;left:Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.%;width:0px;height:0px;margin:0;padding:0;line-height:0px;background-color:transparent;">
Lec'hiañ ar gêr
Ploneiz


Ploneiz a teu eus ar brezhoneg « ploe » (parrez) hag eus sant-Neis.

Ploneiz a zo ur barrez a kentañ renk, e lec’h m’eo bet staget da vare an disparc’h gall ha betek 1892, hollad tachenn Gourlizon.Ploneiz a seblante bezañ, gwechall, ul lodenn eus Gwengad, Penhars ha Sant-Mathieu eus Kemper. Ploneiz (Ploeneth) a zo bet meneget evit ar wech kentañ, e 1160, en un teul o niverañ madoù an ospitalerion eus roll Sant-Yann eus Jeruzalem. Parrez Ploneiz a oa endalc’h eus eskopti Kerne.

Kavet eo bet an anvioù : Ploeneth (e 1160), Ploeneiz (tro 1330).

Monumantoù ha traoù heverk

  • An iliz Sant-Gilles (1540).
  • Ar chapel "Notre-Dame-de-la-Boissière" (XVIIvet Kantved). Nevesaet e 1813, batimant gant furm ur groaz latin, Damez Kermeno a roas e lec'hiadur d'ar 5 a viz meurzh 1695.
  • Ar chapel Santez Anna (XIXvet Kantved). Savet e fin an XIX vet Kantved hervez steuñv ar chanoine Abgrall hag evit erlec'hiañ ar chapel Prataras distrujet e 1793.
  • Ar chapelioù kozh hag a vank pe a zo bet distrujet hiziv an deiz evel ar chapel Sant-Guenal, ar chapel Lanhoulou, ar chapel Kerveat pe ar Sant-Maurice
  • Kroaz liorzh an iliz Sant Gilles (1882).
  • Kalvar Kernevez (XVIvet Kantvet).
  • Kroazioù pe restajoù kroazioù : Kroaz-Thomas, Kroaz Bered Ploneiz (1912), …
  • Feunteun Sant-Gilles (XVIvet Kantved).
  • Feunteun Santez-Anna (1671).
  • Maner Kervern (XVIIvet Kantved), perc’henn gant ar familhoù Guillemot, Kersauzon (1444-1550), Leandevez (1550-1626), Disquay ha Brieux.
  • Maner Kergaben (XVIIIvet Kantved), adsavet en XIXvet Kantved. Servijet en deus eus presbital, dindan ar ren gozh.
  • Maner ar Marhallac’h (XIXvet Kantved), Savet gant familh Carné, war dachenn gozh un ti aotrouniek eus an XV-XVIvet Kantved.
  • 8 milin hini Quélennec, Pontyou, Keryven, Kervastal, Marallac’h, Perros, …

Gevelliñ

Gevellet eo Ploneiz gant Jovençan (Italia) abaoe 2002. Savet e vez devezhioù krampouez pe c'hoaz bep bloaz ul loto a-benn kaout arc'hant evit kas ar vugale skoliated d'ober ur veaj-skol du-se.

Dont a ra bep bloaz evit ar mondial-pupille ur skipailh eus jovençan da c'hoari.

Kevredigezhioù

Radio Kerne

Radio Kerne ur zo radio kevredigezhel brezhonek. E Ploneiz emañ, tre e-kichenn Kemper. Skignet en deus evit ar wech kentañ e 1998 ha bremañ gant e dav frekañs ez a da skigañ war ul lodenn vad eus departamant Penn ar Bed. 5 den a zo implijet gant ar gevredigezh. Krouet eo bet Radio Kerne da heul kinnigoù Kuzul Sevenadurel Breizh a-fed ar radio. E bal, en tu all dar skignañ war Kerne a oa, hag a chom atav, reiñ da glevet dar re a faot dezho abadennoù brezhoneg pa garont e Kerne & e lech all. Ar pal-se a zo stag eus ar soñj kenlabourat gant ar radioioù brezhoneg all. Kinnig a reomp 60 eurvezh abadennoù e brezhoneg bep sizhun, evit ar re vras hag ar re vihan. Ur program liesseurt, gant keleier, reportajoù, kronikoù, abadennoù farsus, h.a. Ul lodenn vras eus an abadennoù-se a vez eskemmet pe kenproduet gant ar radioioù brezhonek all (Arvrorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened). Brudet eo e brogram sonerezh a lak war wel arzourien ar vro hag a chom digor war ar bed a-bezh war an dro.

ULAMIR e Bro Glazik

Unvaniezh lec’hel an animasionoù war ar maez e bro glazik a zo bet krouet an 20 a viz kerzu 1982. Agreamant eo d’ur greizenn sokial gant ar C’haf, Skoazellet eo gant kalzig a kevelerien : kumuniezh Kemper, kuzul jeneral, kuzul rannvroel, yaouankiz ha sportoù, Stad, … Abaoe 1996 eman ar c’hevredigezh a chom ba Ploneiz. Rennet eo gant un c’huzul melestradurel savet gant 35 ezel, etrezo 9 den eus ar vurev. Implijet e vez 34 den. Labouraat a ra war 5 kumun : Ploneiz, Gwengad, Pluguen, Plogoneg ha Ploveilh. Lec’hiet tro-dro da Gemper. Ezel emañ ouzh an Ubapar hag ouzh an FNFR

He palioù pennañ:

Sikour ar c’hevredigezhioù lec ‘hel en o labour animatour . Studiañ an ezhommoù en tachenn sokial-kelenn ha kelaouiñ ar servijoù publik savideigezhioù karet. Aozañ hag animañ an oberennoù sokial-kelenn 725 den ha 80 kevredigezh a zo ezel outi. Muioc’h eget 3450 den o deus heuliet unan pe meur eus an oberennoù-se.

Emdroadur ar boblañs

Niver a annezidi

Lec'hiennoù internet

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA