studi
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar ar verb latin studire.
Anv-kadarn
studi /ˈstyːdi/ benel (liester studioù)
- An deskiñ, al labour evit deskiñ pe greskiñ e anoudegezh eus gouiziegezhioù 'zo.
- Bezañ war ar studi, war e studi : bezañ o studiañ en ur skol ; gwechall : o studiañ evit mont da veleg.
- Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d'an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c'horn-bro, ... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 52.)
- Erwan Pennaoroz en deus bet keloù digant e niz Goulc'han Gwezenneg hag a zo, en Naoned, war ar studi louzaouer.[1]
- Padout a ra skol an iliz kalz hiroc'h eget ar skolioù all, nemet evit ar re a zo war o studi. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 97.)
- « Anavezout a rit va niz, an hini a zo war e studi e Kemper ? » — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 34.)
- (lec'h) burev:
- mont gant e studi:
- ..., daoust ha ma vefe ret din tremen gant bara sec'h, netra ne vo kemmet e stad ar c'hrennard-mañ ha derc'hel a raio da vont gant e studi, keit ha ma chomin yac'h. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 64.)
- tud a studi: tud o deus bet studiet kalz, tud desket, kelennerien a-wechoù.
Deveradoù
Deveradoù
Troidigezhioù
Furm verb
- eus ar verb studiañ
- Hennezh a studi brezhoneg ha ne studi ket galleg.
Roll an daveoù :
- [1] : Brogarour, Onenn, 1936, p. 63.