hunvreal
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn hunvre hag al lostger -al.
Verb
hunvreal /hỹnˈvreːal/ verb gwan, verb kreñv dieeun(anv-gwan-verb : hunvreet) (displegadur)
- Ober un hunvre.
- Kentañ medisin. — Hunvreal a rit a-wechoù ?
Kerlaban. — A-wechoù !
Kentañ medisin. — Hunvreoù penaos a rit ?
Kerlaban. — Hunvreoù penaos ? Hunvreoù penaos ? Na pebezh marvailhoù iskis a zo ganeoc'h-c'hwi ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 19.)
- Kentañ medisin. — Hunvreal a rit a-wechoù ?
- (Dre astenn-ster) Lezel e soñjoù da vont hep pal resis, hep diazez er gwirvoud.
- Hunvreal en unan bennak/un dra bennak : kaout un hunvre diwar-benn unan bennak/un dra bennak.
- Emaout oc'h hunvreal atav en doueoù... Dragon Sant Paol 14
- Hunvreal en unan bennak/un dra bennak : soñjal en unan bennak/un dra bennak gant ar c'hoant d'e gaout, d'e dizhout.
- Abaoe ne ran nemet hunvreal enne, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 210.)
- En noz tremen em eus hunvreet ennout, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 539.)
Troioù-lavar
- hunvreal uhel : o komz a vouezh uhel