enezennig
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn enezenn hag an dibenn-ger -ig
Furm anv-kadarn
enezennig /ẽneˈzɛnːik/ benel
- Furm vihanaat an anv-kadarn enezenn
- Aotre 'voe roet dimp da vale war gein al loen-euzh-se, heñvel ouzh un enezennig, ha mirout a ris e-pad bloavezhioù un tamm eus e groc'hen am boa itriket ober gantañ ur yalc'h vutun eus ar freskañ. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 105.)
- E-kreiz ar pleg-mor div pe deir enezennig glas-kaol ar gorre anezho. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 36.)