damvelen
Neuz
Brezhoneg
- Savet gant ar rakger dam- hag an anv-gwan melen, gant ur c'hemmadur dre vlotaat.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | damvelen |
Derez-uheloc'h | damvelenoc'h |
Derez-uhelañ | damvelenañ |
Derez-estlammiñ | damvelenat |
damvelen /dãmˈveːlɛn/
- A denn e liv war al liv melen
- [...] ha bez' e oa e-mesk ar strouezh-se ur stank deut da vezañ ul lagenn hanter-leun a zour damvelen ha flaerius diveret eno moarvat diouzh piñsin ar saout. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 221.)
- Tev ha ponner e oa ar golo-lizher, graet gant parch damvelen, hag en ul liv glas-emrodez e oa skrivet ar chomlec'h. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 40.)