neuze
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
Adverb
neuze /ˈnøː(z)e/
- Adverb amzer
- Ar re all, pa glevjont, a redas ivez d'ar gambr, ha ma voe eno neuze trouz ha garm spontus. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 14.)
- Dont a eurejont neuze d'o bro ha d'o c'hastell ma kavjont o bugel. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 242.)
- Ar soner a sone bepred, eus e wellañ, hag e tigoras he daoulagad neuze, hag e savas en he sav, hag e em lakaas da zañsal, ar soner a baouezas neuze da son. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 97.)
- - ... : an dornadeg a vezo e ti va zad. Dont a ri neuze. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- Deut ganin da leinañ ho-pemp warc’hoazh ha neuze e welfomp. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 116.)
- Adverb a verk an heuliad (diaes e vez a-wechoù diveskañ amzer ha heuliad).
- Ma ! neuze ec’h anavezet ur vorgazhenn, neuze oc’h evit kompren e petore digouezh euzhus e oa martoloded ar Gwennili. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 112.)
- Gwall skañv eo aet neuze 'vat! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 193.)
- Tre war-lerc'h elfenn gentaén ar frazenn (ar rener alies):
- Hi, neuze, a yeas d'ar gêr. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 127.)