[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

dañvad

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Kar d'an anv-gwan doñv.
Meneget er C'hatolikon (dauat).
Da geñveriañ gant ar gerioù dafad en kembraeg, davas en kerneveureg.

Anv-kadarn

dañvad /ˈdãː.vat/ gourel, liester : deñved

  1. Bronneg daskirier doñv (Ovis aries), gloanek ha rodellek e greoñ.
    Kreviañ un dañvad.
  2. Den re kuñv.
    Yann-se oa un dañvad.
  3. Gwaz touellet gant e wreg.
  4. Feizad eus ar relijion gristen.
    Pastor an deñved.
  5. Koumoulenn vihan wenn ; kribennoù gwenn an tonnoù.
    Deñved zo en oabl.
    Deñved war ar mor.

Gerioù heñvelster

ster 1

Deveradoù

Krennlavaroù

  • Dañvad kailharet, peurvuiañ
    Ouzh ar re all a glask en em frotañ.
  • Gra da zañvad hag e vi touzet.
  • Ker stank emañ er marc'had
    Kroc'hen an oan ha kroc'hen an dañvad.
  • Mar da an deñved da saout
    Ez eus glav da gaout.
  • Mar grit/Ma rit ho tañvad e viot touzet.

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « dañvad » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia