ment
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg.
- Meneget er C'hatolikon (ment).
- Da geñveriañ gant ar ger kembraek maint.
Anv-kadarn
ment /ˈmẽn(t)/ benel pe gourel (liester mentoù)
- Kementad a egor dalc'het gant un dra bennak.
- Muzul ar c'hementad-se, roet da anaout dre an hed, al led hag an uhelder
- Unan eus ur rummad a vuzulioù skouer, evit dilhad, boteier, hag all, da brenañ.
- Uhelder ar c'horf (diwar-benn an dud dreist-holl)
- N'eer ket diouzh ar vent. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 346.)
- - Petore ment eo ? a atersas ar beleg.
- Ur metrad dek, eme Bikoù o c'hwezhañ e vrusk. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 12.)
- Mab e dad eo Kadiou
Pe a vent pe a liv - N'eo ket diouzh ar vent e vez prenet ar marc'h
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Galleg
- Eus ar verb mentir.
Furm verb
ment /ˈmã/
- trede gour unan ar verb mentir en amzer-vremañ an doare-disklêriañ.
- Le gouvernement ment vraiment aux gens. Ar gouarnamant a lavar gaou d'an dud da-vat.